Bannoù-heol
Ti-embann brezhonek abaoe 1999
Levrioù evit ar vugaligoùBannoù-tresetLevrioù CDSonerezhDVDKeleier
Postet d'an 01/11/2008 Pennadoù

Du ha gwenn ha plas da lenn...

Gwad ur c'hocker

Seizhvet levrenn istorioù Boulig & Billig e brezhoneg a ginnig deomp Bannoù-heol. Anavezet mat eo istorioù ar paotrig, e gi hag e dud gant ar vugale. Gant o zud ivez marteze. Klasel eo an istorioù ha klasel an doare tresañ. Miret mat en deus Verron spered Roba, aet da anaon e 2006. Ur blijadur eo lenn avanturioù fentus hon daou haroz en hor yezh, trugarez da Vaurice Hamon. Graet ez eus bet un dro-gaer gant Bannoù-heol, peogwir eo deuet er-maez an destenn c'hallek eus Graine de cocker e 2007. Gellout kinnig d'ar vrezhonegerien yaouank an droidigezh ken buan all a ro c'hoazh muioc'h a dalvoudegezh d'al labour.

Gant Verron, hervez Roba, lakaet e brezhoneg gant Maurice Hamon, embannet gant Bannoù-heol, 9,25 €

Red ar vuhez

"Re" evel ma klever a vare da vare. Dont a-benn da lakaat testenn vrezhonek Le sens de la vie da zont er-maez asambles gant al levr gallek... Ne vo ket tu da lâret ec'h embanner evit ar vrezhonegerien yaouank traoù aet e-maez diouzh ar c'hiz... Pevare levrenn istorioù Titeuf e brezhoneg eo homañ. Ne dalv ket ar boan kinnig d'hol lennerien ar paotrig. Gellet a ra displijout : trash ur wech an amzer. Met kement a draoù eus ar gevredigezh a vez taolennet mat gant ur fent a dizh e bal. Trubuilhoù ar grennardiezh a ra danvez un darn eus e istorioù (An oad diaes ha re all...). Kavout a reer ivez an dilabour gant diwaskadenn tad Titeuf, ar boued bio (Sell'ta bio !), ar feulster er skol, ar c'hañtin, ar glañvdiourez ha Goulwena... N'eo keut aes bepred buhez ar "pezh kañfard" met n'eo keut c'hoazh ur c'hrennard diaes"... Da lenn ha da brofañ.

Gant Zep, lakaet e brezhoneg gant Gwenole Bihannig, embannet gant Glénat ha Bannoù-heol, 9,40 €

Herve Lannuzel

Le Peuple Breton

Produioù liammet gant ar post-mañ :

Gwad ur c'hocker
Boulig ha Billig
9,38 €
Er stok
Red ar vuhez
Titeuf
9,53 €
Er stok

Lakait hoc'h anv evit degemer al lizher-kelaouiñ

ha resevit hor c'hinnigoù !

Heuilhit ac'hanomp er rouedadoù sokial

DegemerKan ar BedBlogDivizoù gwerzhañ hollekMenegoù lezennelDarempredoù
© 2020 Bannoù-heol
Poulzet gant Gatsby (open-source) & Sanity.io