Deiz-ha-bloaz Bannoù-heol ! Albom Titeuf niv.8 Roit peoc'h da'm revr hag ur pegsun Harz d'ar bruderezh profet adalek pep urzhiad a 25 € !
Bannoù-heol
Ti-embann brezhonek abaoe 1999
Levrioù evit ar vugaligoùBannoù-tresetLevrioù CDSonerezhDVDKeleier
Postet d'an 01/01/2007 Pennadoù

Thorgal - Alinoe, ha Bugel ar Stered

Setu 2 albom all eus rummad Thorgal Aergisson, 28 levr ennañ, hag hollvrudet e bed ar bannoù-treset. Ar re n'anavezent ket anezhañ o deus bet mil blijadur o tizoleiñ troioù-kaer ar fur a haroz-mañ gant an daou albom all lakaet e brezhoneg, An 3 den kozh a Vro-Aran hag Araknea. Ur bed etre Henamzer ha Krennamzer, brezelourien, mallozhioù, un tamm skiant-faltazi, beajoù diehan, barzhoniezh, kentelioù furnez, ha tresadennoù kaer Grzegorz Rosinski : setu aze un nebeud elfennoù eus saga Thorgal hag e familh. Na zisoñjomp ket ivez eo bet savet an istorioù gant Van Hamme, tad XIII. En daou albom-mañ e weloc'h petra eo bet bugaleaj Thorgal (Bugel ar Stered) pa oa bet advabet gant ar Vikinged, hag eñ ur c'hrouadur deuet eus an egor, ha penaos e c'hall galloudoù e vab dezhañ dañjerus evite (Alinoe). Kaerat istorioù klok anezhe, da vezañ lennet gant an holl, kozh ha yaouank ! Trugarez da Dudual Audic, an troour, ha da strollad oberiant Bannoù-heol.

Brieg ar Menn

Armor Magazine

Lakait hoc'h anv evit degemer al lizher-kelaouiñ

ha resevit hor c'hinnigoù !

Heuilhit ac'hanomp er rouedadoù sokial

DegemerKan ar BedBlogDivizoù gwerzhañMenegoù lezennelDarempredoù
© 2020 Bannoù-heol
Poulzet gant Gatsby (open-source) & Sanity.io