E Saloñs levrioù Pluguen e vimp d'ar 1añ a viz Kerzu !
Bannoù-heol
Ti-embann brezhonek abaoe 1999
Levrioù evit ar vugaleBannoù-tresetLevrioù klevetRomantoùSonerezhDVDC'hoarioùGeriadurioùLevrioù e gallegKeleier
Postet d'an 2006-12-01 - Kazetennoù

Nevez !

Nevez !

Distro eo hor c'hanfard Titeuf hag e zoare dibar da welet ar bed, hag hini ar c'hrouadurioù rak, ar wezh-mañ, eo bet ganet e c'hoar vihan !

Ar re, bras ha bihan, o deus bet tro da lenn Titeuf e brezhoneg gant an albom niv. 6 Kenô, bed kriz o do mil blijadur o tizoleiñ troioù-kamm nevez, sotonioù hag ijin al lampon hegredik-se.

Lakaat tudenn Zep, da lavaret eo Titeuf, da gomz brezhoneg zo ouzhpenn ur soñj mat, un ezhomm eo evit ar brezhoneg : diskouez d'ar re yaouank penaos e vez graet gant ur brezhoneg bev evit lavaret ar pezh o deus da lavaret, en un doare m'o deus c'hoant hag ezhomm da gomz, evel e galleg cool. Ha dres, un taol kaer eo bet lakaet skolajidi da gemer perzh el labour treiñ (ar c'hlasoù pevare melen ha pevare glas, 2005-06, e skolaj Diwan ar Releg-Kerhuon) ; gourc'hemennoù d'an holl anezhe.

M'ho peus bet tro da lenn Titeuf e galleg ho po fars o welet penaos eo bet troet Vomito, super cool, minus, c'est pô vrai... Hag ar 7vet albom zo unan eus ar re wellañ.

Arzhig du, 12 levrig

Sed amañ un dastumad 12 levrig mat ha marc'had-mat (2 € an tamm) evit ar vugale vihan, eus 18 miz betek 6 vloaz. Lakaet eo bet Petit Ours Brun e brezhoneg gant Arno ha Loeiz Elegoed, eus an ti-embann Bannoù-heol, gant aotre an embannadurioù Bayard.

Penaos 'ta ? N'anavezit ket an arzhig holl-vrudet bet ganet gant ar skeudennourez Danièle Bour ?! Abaoe 30 vloaz e vez gwerzhet ouzhpenn ur milion a skouerennoù bep bloaz e Frañs ; hag ouzhpenn galleg ha brezhoneg a oar hon harozig : saozneg ivez a gomz, ha kastilhaneg, koreeg, sinaeg ha kement zo.

Hag e brezhoneg e ray berzh ivez hep mar na marteze : 7 tresadenn sklaer ha plijus, ha pep a destennig aes da lenn a-dal dezhe.

En ul levrig e welimp Arzhig Du o prenañ bara e-unan gant skoazell e vamm, ha lorc'h ennañ. En un all e vo Arzhig Du oc'h en em dreuzwiskañ evel ur furlukin. Gwelet e vez Arzhig Du o vont da gousket, pe o klask mont kentoc'h. Gant ul levrig all c'hoazh e vo kontet penaos e ra Arzhig Du war ar ruz-revr evit diskenn buanoc'h. Arzhig Du a blij an diskar-amzer dezhañ, kement a draoù a vez da zizoleiñ en natur. Arzhig Du a zo ur mailh, a dra sur, pa weler pegen prim ha ouesk eo. Gwelet a reoc'h ivez pegen fier e vez Arzhig Du war e varc'h-houarn ha pegen buan ez a a-drugarez d'e rodigoù... re vuan ? Arzhig Du a ra sotonioù bras ivez, evel an holl vugale o deus bet treset ouzh mogerioù o c'hambr. Gwelloc'h e vo ober diouzh skouer Arzhig Du o livañ tresadennoù kaer gant paper ha livaj. Hopala, ouzhpenn kavout Arzhigez C'hris ha plijus a ra hon harozig : Arzhig Du a zo amourous ! M'ho peus c'hoant da c'houzout penaos ober, sellit ouzh Arzhig Du o sevel ul lochenn met diwallit memes tra ! Ha war-lerc'h kement a droioù-kaer, evel-just, Arzhig Du en deus naon du !

Brieg ar Menn

Bannoù-heol, 140, straed Pont-'n-Abad, 29 000 Kemper

Armor Magazine

Heuilhit ac'hanomp er rouedadoù sokial

DegemerKan ar BedBlogDivizoù gwerzhañ hollekMenegoù lezennelDarempredoù
© 2024 Bannoù-heol
Poulzet gant Gatsby (open-source) & Sanity.io