Degemer mat d'an holl !
Bannoù-heol
Ti-embann brezhonek abaoe 1999
Levrioù evit ar vugaleBannoù-tresetLevrioù CDRomantoùSonerezhDVDC'hoarioùGeriadurioùLevrioù e gallegKeleier
Postet d'an 2000-12-28 - Kazetennoù

Boulig & Billig... e brezhoneg adarre

KEMPER (Penn-ar-Bed). Embannet e vo un eil albom eus Boulig ha Billig e brezhoneg war-dro miz Ebrel 2001.
Boulig & Billig... e brezhoneg adarre
Perzh o deus kemeret : Roba, Jil Penneg, Arno Elegoed, Cathy Tymen

Arno Elegoed, ur paotr yaouank eus Kemper, kelenner war ar sonerezh ha war ar brezhoneg diouzh e vicher e skolaj Santez-Tereza Kemper, en doa kinniget d’an embanner Dargaud treiñ un albom kentañ e brezhoneg. Embannet e oa bet an albom kentañ-se, « Sell 'ta ! Boulig & Billig », e miz Mae 2000. Evel ma ra berzh (700 levr zo bet gwerzhet dija) ez eo ret kenderc’hel da lakaat an daou haroz-se d’ober gant ar brezhoneg. Troet eo bet dija 26vet albom Boulig ha Billig gant Arno Elegoed, skoazellet gant Jil Penneg. Hemañ diwezhañ zo karget da eilmouezhiañ an tresadennoù bev e brezhoneg evit TV Breizh. A-du-rall eo bet kinniget an albom kentañ nevez zo war ar chadenn-se gant PPDA en e abadenn lennegel.

Priz : 50 L, mui 19 L evit ar mizoù kas. Kevredigezh Bannoù-heol, 140 strad Pont-'n-Abad, 29000 Kemper. Pgz : 02.98.64.58.96 pe 06.08.88.57.55. Lec’hienn Internet : www.b-heol.com

Le Télégramme

Produioù liammet gant ar post-mañ

Boulig ha Billig
8,62 €
Er stok

Heuilhit ac'hanomp er rouedadoù sokial

DegemerKan ar BedBlogMenegoù lezennelDivizoù gwerzhañ hollekDarempredoù
© 2024 Bannoù-heol
Poulzet gant Gatsby (open-source) & Sanity.io