Boulig & Billig
Goude al levrioù « Yakari » e oa poent kinnig traoù nevez d’al lennerien. Ha disheñvel kement hag ober. Amañ e tremen an abadennoù e kêr. Evel ma ra muioc’h-mui a vrezhonegerien yaouank. Ha gouzout a reomp holl pegen a-bouez eo evit ar vugale kaout skeudennoù ha darvoudoù heñvel ouzh o re, kaout harozed heñvel outo. Gwelet ul lampon evel Boulig hag e droioù-kamm, e spered brichin a lakao anezho da c’hoarzhin, hep mar. Gwelet e gi Billig oc’h ober kement all a roio c’hoant dezho kaout ur c’hi ma n’o deus ket dija. Hag ober heñvel ouzh troioù-kaer ar vandenn dreset.
Evit-se, arabat soñjal eo graet ar vandenn dreset-mañ nemet evit plijadur ar re yaouank. Plijout a raio ivez d’ar re vras, pe e vefent o teskiñ brezhoneg pe e ouifent ober ganti dija. Ar fent, ar c’hoari-gerioù a ya dreist d’ar pezh a vez kavet e bannoù treset all. Hag an deneridigezh war ar marc’had.
Ur skritur sklaer a zo bet implijet. Sklaer an implij gerioù : ne vez ket kavet a c’herioù galleg. Sklaer ivez an doare stummañ al lizherennoù. Dre ma vez implijet ur c’heriaoueg simpl, e c’hello an holl lenn digudenn.
Mat eo d’an holl lenn a seurt levrioù evit en em ziduiñ. Met pelloc’h evit se e c’heller tostaat eus ar vuhez, eus ar brezhoneg komzet, a-drugarez d’ar stummoù berraet implijet el levr.
N’ez eus ket a-walc’h a levrioù e brezhoneg, a levrioù evit ar re yaouank, a vannoù treset. Ha mat eo gwelet tud yaouank oc’h en em lakaat da embann anezho. Gant ma kendalc’hint e-pad pell. Boulig & Billig a ziskouez un hent nevez d’ar brezhoneg. Gant ma’z int pell war an hent-se. Ha ni ganto.
L.D.