E Saloñs levrioù Pluguen e vimp d'ar 1añ a viz Kerzu !
Bannoù-heol
Ti-embann brezhonek abaoe 1999
Levrioù evit ar vugaleBannoù-tresetLevrioù klevetRomantoùSonerezhDVDC'hoarioùGeriadurioùLevrioù e gallegKeleier
Postet d'an 2000-06-27 - Kazetennoù

Deoc'h-c'hwi eo ar c'hi-mañ ?

Sell 'ta ! Arru eo Boulig ha Billig. Plijadur a vez gante, me lâr deoc'h. O zroioù zo bepred ken farsus all, ha bremañ e komzont brezhoneg.
Deoc'h-c'hwi eo ar c'hi-mañ ?
Perzh o deus kemeret : Roba, Tudual Audic, Arno Elegoed

Sell 'ta ! Arru eo Boulig ha Billig. Plijadur a vez gante, me lâr deoc'h. O zroioù zo bepred ken farsus all, ha bremañ e komzont brezhoneg. Piv an diaoul eo deut ar soñj droch-mañ ennañ ? 'mutu. Arno Elegoed, asambles gant ar gevredigezh Bannoù-heol. 1000 skouerenn a zo bet tennet diouzh ar vandenn-dreset-mañ. Da soñj Arno Elegoed e vo gounezet an afer ma vez gwerzhet en tu all da 350 skouerenn. Evel-se e vo gallet kendelc'her gant an heuliad zo 30 titl ennañ.

Sikouret eo bet gant ti-embann Dargaud, Skol-Uhel ar Vro hag Ofis ar Brezhoneg. An daou-se o deus lakaet 40 % deus an arc'hant a-benn moullañ an albom. Dont a ra ar vandenn-dreset-mañ da greskiñ embann al levrioù evit ar re yaouank da heul Keit vimp bev hag An Here.

Ha peogwir eo arru ken modern an traoù bremañ on bet e darempred gant an Ao. Elegoed dre bostelañ ul lizher dezhañ. Setu amañ e respontoù.

War beseurt micher oc'h ?

Kelenner on war ar sonerezh hag un tammig war ar brezhoneg ivez e skolaj Santez Tereza Kemper.

Petra zo kaoz 'peus choazet da dreiñ Boule & Bill ?

Dibabet 'm eus Boule & Bill da gentañ peogwir ez eo ur vandenn-dreset hag a blije kalz din pa oan yaouank ha dreist-holl peogwir eo berr an istorioù, war-dro ur bajennad. Aes int da lenn ha da gompren... N'eo ket dav bezañ ken desket evit lenn anezhi ha Tintin. E-barzh Boulig ha Billig zo troioù-lavar pemdez.

Sikouret oc'h bet evit an treiñ ?

Ar braz deus al labour zo bet graet ganin. Ma breur Padrig, zo studier war ar brezhoneg e skol-veur Roazhon II, en deus adlennet pep tra. Goude-se on bet kuzuliet gant Fulup Jakez (deus Ofis ar Brezhoneg). Adlennet en deus ar skrid ivez, ha gwellaet anezhañ a-wezhioù. An diaesañ a oa treiñ an onomatopeennoù. Sell zo lâret din adlenn niverennoù Tintin, abalamour d'al labour start zo bet graet war an dachenn-mañ enne.

Petra eo Bannoù-heol ?

Bannoù-heol zo ur c'hevredad savet dindan lezenn 1901. E bal zo embann levrioù evit ar re yaouank da gentañ. Anat dit, 'vat, e c'hall plijout seurt bandennoù-treset da gement tud zo. Evit c'hoazh ez eo kentoc'h ur c'hevredadig peogwir n'eus ket kalz a dud ennañ !

Un toullad levrioù all zo war ar stern ? Pere ?

Embannet eo bet an albom kentañ n'eus ket pell 'zo : Sell 'ta ! Boulig & Billig. Ma plij hemañ d'an dud ha ma vez gwerzhet mat e vo kendalc'het gant levrioù all kredapl (Boulig & Billig pe re all ivez)...

Evit piv int ?

Evit ar vrezhonegerion, anat dit, ar re yaouank da gentañ, evit an oadourion zo o teskiñ brezhoneg er c'hentelioù noz, da skouer. Evit an holl, a-benn ar fin !

Stefan Alliot, Kristof Konan

Gellout a c'haller prenañ hol levrioù dre lizher (Bannoù-heol, 140 straed Pont-'n-Abad, 29000 Kemper) pe war Internet (www.b-heol.com). Koustañ a ra 50 L, mui 19 L evit ar mizoù-kas.

Lexique

heuliad : suite 
ti-embann : maison d'édition 
urzhiañ : commander 
postelañ : envoyer un mail 
Kenrouedad : Internet 
bandenn-dreset : bande dessinée 
troioù-lavar pemdez : expressions familières 
kevredad : association 
oadour : adulte 

Tammoù gerioù e galleg

Une nouvelle bande dessinée est parue récemment en breton : Boule et Bill. Bannoù-heol, la jeune association qui l'édite, a été aidée par la maison d'édition Dargaud, ainsi que par l'Institut culturel de Bretagne et l'Office de la Langue bretonne qui y ont participé à hauteur de 40%. Cette bande dessinée humoristique au vocabulaire accessible plaira sûrement à tous les bretonnants.

Le Télégramme - Petra nevez e Breizh ?

Produioù liammet gant ar post-mañ

Boulig ha Billig
8,62 €
Er stok

Heuilhit ac'hanomp er rouedadoù sokial

DegemerKan ar BedBlogDivizoù gwerzhañ hollekMenegoù lezennelDarempredoù
© 2024 Bannoù-heol
Poulzet gant Gatsby (open-source) & Sanity.io