Avanturioù milvrudet ar c’hazetenner Tintin a vez adembannet gant Bannoù-heol. Goude “Al Lotuz Glas”, “Tintin en Amerika” ha “Krank e veudoù aour”, setu bremañ “Ar Skouarn Dorr”. El levr-se, embannet evit ar wech gentañ e 1937, e vo kaset Tintin ha Milou betek Amerika ar Su war-lerc’h un delwennig bet laeret.