Bannoù-heolMaison d'édition en breton depuis 1999

Kreñvoc’h eget Simone de Beauvoir

Bremañ

Ur stourmerez evit gwirioù ar maouezed eo Mortelle Adèle. Piv en deus lavaret e tle ar merc’hed bezañ desavet mat, kaout dilhad dinamm, kaout ur c’hwezh-vat warno, bezañ sentus ha didrouz ?

Kreñvoc’h eget Simone de Beauvoir

Hennezh a vefe mat dezhañ tec’hout kuit ha klask ur guzhiadell ma ne fell ket dezhañ anduriñ taolioù-imor Adèle. « Ar re all, pebezh ifern », emezi o klask toullañ he hent en o zouez ha chañs vat d’ar re o defe c’hoant da lakaat un harz d’he c’hoantoù. « Tonket eo Mab-den da vezañ dieub », eme Jean-Paul ar prederour meur. Adèle a zo ur skouer a-feson eus un den a nac’h bezañ kabestret. N’eus ket tu renkañ anezhi en un diretenn. Diouzhtu e savfe he c’huchenn er-maez. Un dudenn woke eo Adèle ? D’an nebeutañ e oar penaos lakaat ar rakvarnioù da netra. Tud zo a lavar eo ampart ar baotred er studioù skiantel hag ar merc’hed er studioù lennegel.

Er c’hontrol, gouzout a ra Adèle sevel ur steuñv amprouennoù evel ur gwir ijinourez. Lakaat a ra ur c’hazh moutig en ur skinforn evit gouzout hag e tarzho a-daol-trumm, hag e vo devet dre an diavaez pe dre an diabarzh. Bremañ e oar Mortelle Adèle komz brezhoneg ha dont a ra da vezañ Diaouleg Aelez diwar-atiz skolidi Diwan Kemper (c’hwec’hvet ha pevare klas skolaj Jakez Riou). « Ul labour a-stroll ha pedagogel eo an droidigezh », eme Marine Gloaguen, o c’helennerez. Embannet eo frouezh o labour e stumm div levrenn, ar re gentañ eus ar stirad, gant Bannoù Heol : « Tonket da wall fin » hag « Ar re all, pebezh ifern ».

Anzav a ra ar skolidi o deus bet poan o klask diskoulmoù a vir blaz ar c’hoari-gerioù, a zo niverus en divizoù, rak distagellet eo teod Diaouleg Aelez. Estreget ar vugale hag ar grennarded a c’hell heuliañ hec’h avanturioù. Deskiñ a raio an oadourien, a zo o teskiñ brezhoneg, troiennoù flour.

Ouzhpenn-se o devo un digarez da gomz e brezhoneg ouzh o bugale diwar-benn un dudenn a ra berzh er bed a-bezh. O lenn levrennoù Diaouleg Aelez e talc’ho soñj ar re goshoc’h eus istorioù Mafalda. Evelkent e oa kuñvoc’h an divizoù hag eeunoc’h al linenn-dresañ d’ar c’houlz-se. Diaouleg Aelez a dremen hec’h amzer vak e-touez meur a dudenn. Unan anezho a zo boemus.

En aner e klask Geoffroy dont da vezañ dousig ar plac’h dizaon. N’eo ket sur e kresko rozenn ar garantez e kalon an aelez drouk, un drezenn ne lavaran ket.

Tangi Legavre

Ar re all, pebezh ifern, 96 p, 11,50 € Gant skolidi skolaj Jakez Riou Diwan, emb. Bannoù-heol, 2025

Personnes en lien avec l'article