Du ha gwenn ha plas da lenn...
Un eil levrenn diwar-benn doareoù Aelez gant an dud hag al loened a gav en-dro dezhi eo "Ar re all, pebezh ifern".

Ne vezer ket dipitet. Kavadennoù e-leizh. Adkavet e vez danvezioù ar c'hoktel : "Ul loaiad vat a fent du hag ur veradenn a deneridigezh, sed aze rekipe Aelez..." Kredet 'm eus kavout unan eus ar beradennoù-se p. 53. Lârit ho soñj din... Anzav a ran em eus bet kalz a blijadur o lenn istorioù an diaoulez vihan... Daoust din bezañ un tamm koshoc'h eget o lennerien voas... Met p'em eus gwelet penaos en em lakae ma merc'h-bihan ezih vloaz da lenn al levr, a-boan prenet, e Gouel al Levrioù on bet sur e plije d'ar vugale. Ar pal kentañ, neketa ?
Herve Latimier

