Levrioù
Unan eus e albomoù brudetañ Un livre a zo bet lakaet e brezhoneg gant an ti-embann Bannoù-Heol n’eus ket pell zo, Ul levr, ken simpl ha tra met sed aze un dibab hardizh ha dibar evit brasañ plijadur al lennerien vihan koulz hag ar re vras !
Prest oc’h da zeskiñ penaos ober gant al levr-mañ ? Deomp dezhi ! Evit kregiñ ganti ez eus ezhomm eus un den bras pe vrasoc’h, unan hag a oar lenn brezhoneg gant e zaoulagad ha gant e veg. Dreist pep tra ez eus ezhomm eus ur brezhoneger yaouank, mes unan barrek-kenañ, lemm e spered hag e zivskouarn, prim ha mibin e zaouarn bihan.
Istor ur ront melen bihan eo Ul levr. Ur ront melen difoupet trumm ha n’eo ket evit chom sioul-sibouron e kreiz e bajenn wenn. Ha setu un eil ront o tont. Hag un trede. Cheñchet o liv dezhe. O fiñval hag o kreskiñ…
E pep pajenn e vez kinniget d’al lenner yaouank kemer perzh en istor ha kas neudenn an danevell war-raok dre ober gant e zaouarn. Rontoù bihan ha bizied bihan hag a red. Hag a douch. Hag a flour. Hag a skrab. Hag a bouez.Hag a hej. Hag a glik. Hag a frot.
Un albom aes da lenn eo Ul levr, berr ha diardoù e ditl, simpl ha diglink a-fet stumm koulz ha danvez. Danvez marzhus memestra dre ma lak an albom ar re vihan da vezañ harozed oberiant an istor dre ijinañ ur bed faltaziek kuzhet a-dreñv d’ar stummoù, dre ezteurel o santadoù gant gerioù, jestroù ha trouzioù.
Gwellañ doare da zeskiñ ur yezh evit ar re vihanañ ez eo ober ganti en un doare fetis hag oberiant, dre ar c’horf ha gant joa hag ijin.
Berzh a ray al levr, bezit prest da glevet tri ger karetañ al lennerien vihan… Ur wezh allll !!!!
Emmanuelle Siohan