Degemer mat d'an holl !
Bannoù-heol
Maison d'édition en breton depuis 1999
Livres pour enfantsBDLivres CDRomansMusiqueDVDJeuxDictionnairesLivres en françaisActualités
Posté le 2020-12-01 - Presse écrite

Dimitri Boekhoorn - Un den a vil delenn

Né aux Pays-Bas, Dimitri Boekhoorn est venu vivre en Bretagne, où il a appris le breton et est devenu harpiste professionnel. Il participe en ce moment au nouvel enregistrement de la cantate de René Abjean, Ar Marc’h Dall.
Dimitri Boekhoorn - Un den a vil delenn

Abalamour d’he spered etrekeltiek en deus dibabet ar soner telenn o tont eus an hanternoz d’en em staliañ e Breizh, e-lec’h emañ bev c’hoazh benveg kozh ar Gelted.

N’eo ket gant unan hepken met gant un dek bennak a delennoù eo deuet Dimitri d’ar studio e Kemper. Amañ e vez enrollet an tonioù a vo klevet war enrolladur nevez abadenn sonerezh Ar marc’h dall, skrivet gant René Abjean 40 vloaz a zo, ha kaset a-benn en-dro gant Arnaud Elegoët. Gant e roched gwenn, e jiletenn hag e vlev hir e klot Dimitri gant pimpatrom an “telennour keltiek”. Kontañ a ra e vuhez gant ur vouezh sioul hag ur brezhoneg flour livet a-boan gant ur pouez-mouezh ne zeu ket eus ar galleg.

En Izelvroioù eo bet savet an den a 43 bloaz, o chom e Breizh-Uhel abaoe ugent vloaz. “En ur rannvro nepell eus Bro-Alamagn hag eus kêr Appeldorn, ur vro plijus ha digor d'al levezonioù estren. Er skol eil derez em eus kroget
da zeskiñ yezhoù european all. Staget em boa ivez gant seniñ sonerezh d'ar mare-se : an delenn geltiek, ar fleüt iwerzhonat, biniou Bro-Galisia, an ocarina.” Gant e familh en doa gweladennet Iwerzhon, Bro Skos ha Breizh. “Pa oan seitek vloaz on aet d'ar Skol-Veur, da gentañ da studiañ an istor ha goude istor ar yezhoù keltiek en Utrecht hag e Skol-Veur Leiden. C'hoant ‘meus bet da zizoleiñ ar yezhoù keltiek a-vremañ ivez. Iwerzhoneg hag un tamm kembraeg am eus desket mui pe vui. Evit tremen ur bloavezh en estren-vro, ar studierien all a veze boas mont da Iwerzhon pe da Gembre... Me 'meus soñjet e vefe ur mennozh brav mont da beurzeskiñ galleg ha deskiñ brezhoneg e Breizh”.

A-benn ar fin eo chomet Dimitri e Roazhon da brientiñ un dezenn war blas a rol al loened e-barzh mitologiezh ar Gelted e testennoù ar Grennamzer. Gant stajoù KEAV eo deuet Dimitri da vestroniañ ar brezhoneg komzet.

Telennour etrevroadel


“Krog e oan gant an delenn da unnek vloaz. Klevet em boa Alan Stivell, ar vreudeur Quefféléant ha telenourien meur eus Bro-Iwerzhon ha Skos. Goude ma zezenn on bet pedet da gelenn an delenn hag ar fleüt iwerzhonat e Kelc'h Keltiek Roazhon ha lec’hioù all.” Spered an imbourc’her a chom tost ouzh hini ar soner : labourat a ra Dimitri abaoe ugent vloaz gant Claude Bioley, ul ludaouer eus bro Suis evit diorren telennoù keltiek nevez. “Ouzhpenn ugent telenn am meus er ger ! Kinnig a ran sonadegoù-telenn gant dek telenn disheñvel, binviji ar Grennamzer, telennoù keltiek ha telennoù krouet nevez 'zo. Doareoù da seniñ eus ar Grennamzer, eus Amerika ar C’hreisteiz ha teknikoù bet krouet ganin-me a implijan.”

Sonet pe enrollet en deus Dimitri gant tud anavezet bras, Alan Stivell pe Michael McGoldrick. “Daou vloaz 'zo em eus sonet gant Carlos Nuñez, Jordi Savall, eus Katalonia ha tregont soner all en Iliz-Veur Santiago, e Galisia.
Ur gwir blijadur e oa bet adkrouiñ ul laz-seniñ grennamzerel !” Labourat a ra war un eil bladenn solo.

Nevez ‘zo eo aet Dimitri kuit eus Roazhon evit mont da chom war ar maez. Ul lec’h a-bouez evit prederiañ war dazont an delenn etre div veaj en Europa da reiñ stajoù pe konzertoù. Ur pezhiad mat a hent en deus graet ar studier deuet eus kalon Europa betek Breizh hep gouzout e teufe da binvidikaat istor vrav distro an delenn geltiek.


Yann Rivallain

Bretons

Produits en lien avec ce post

Ar Marc'h Dall - Livre-CD
Le Chant du Monde
22,90 €
En stock

Suivez-nous sur les réseaux sociaux

AccueilKan ar BedBlogMentions légalesConditions générales de venteContact
© 2024 Bannoù-heol
Propulsé par Gatsby (open-source) & Sanity.io