Degemer mat d'an holl !
Bannoù-heol
Maison d'édition en breton depuis 1999
Posté le 2019-02-15 - Presse écrite

Kan ar Bed

Ul levr-pladenn gaer gan tresadennoù a liv, skeudennet gant Geoffroy Berniolle, diwar ur gontadenn brezhonek ha gallek skrivet gant Clara Colin.
Kan ar Bed

Serret eo an noz sioul war Vreizh. Sklêrijennañ a ra al loar Menez Are. Emañ Liza, ur plac'h vihan, o kousket en he gwele. Ur vouezh flour a lavar dezhi : "Sandmañnchen on-me, an aotrou Kerarbornig. Dianket en deus Laz-seniñ Sonerezhioù ar Bed e holl venvegoù. Strewet int e meur a vro. Kerzh buan da glask anezho ! Warc'hoazh da noz e vo sonadeg vras e chapel Sant-Mikael."

Ha hi ha mont gant hec'h arzhig Moutig, eus an eil bro d'eben, Alaman, Rusia, Euskadi, Arc'hantina, Kabilia, Suafrika, Bolivia, Sina, Korsika, Bro-Saoz, Tahiti, Katalonia, ha distreiñ da Vreizh. Da bep bro e klever ur ganaouenn lakaet ha kanet e brezhoneg (Brahms, Mikel Laboa, Ricardo Vilcar, Idir, Enoch Sontonga, L'Arcusgi, Skolaj Diwan ar Releg, Manu Chao, Youenn Gwernig, ha sonioù hengounel). E pep bro e rank Liza ha Moutig klask ur benveg dianket (Balalaïka, taboulin, zampoña, gitar, gaolviolin, fleüt, oukoulele, trompilh...). Ur c'hoari plijus ivez evit ar vugale hag ar re vras. Eeun eo an istor, brav e vefe bet gwelet ar sonadeg vras da echuiñ, gant an holl venvegoù bodet adarre hag o seniñ, da heul ar ganerien war Tuchenn Mikael. Ha kaout ivez un notenn gant un dresadenn eus pep benveg, kement ha deskiñ muioc'h a draoù diwar-benn sonerezhioù ar bed. Kaer-kenañ al livadurioù avat ha dudius meurbet ar sonioù hag an tonioù eus 13 bro disheñvel. Ouzhpenn kant a oberourien, a ganerien hag a sonerien eus Breizh ha broioù all. Korkambr Vibrations Roazhon, Laz-mouezhioù Kana Plougastell, Bulgarian Symphony Orchestra, na pa ve ken. Enrollet int bet e Sofia, Laval, Bro-Spagn, Korsika, Roazhon, Kemper, Pariz... Un digarez evit ar re vihan hag ar re vras da ober anaoudegezh gant sevenadurioù ar bed.

Gwellañ gourc'hemennoù ha brasañ meuleudioù da Arno Elegoed hag d'e skipailh Bannoù-heol evit ar pezh mell labour-se eus ar c'haerañ ha talvoudusañ.

Goulc'han Kervella

Ya!

Produits en lien avec ce post

Le Chant du Monde
21,90 €
En stock

Suivez-nous sur les réseaux sociaux