Degemer mat d'an holl !
Bannoù-heol
Maison d'édition en breton depuis 1999
Livres pour enfantsBDLivres CDRomansMusiqueDVDJeuxDictionnairesLivres en françaisActualités
Posté le 2018-12-01 - Presse écrite

Tonkad Kan ar Bed

Ur souezh eo ken ez eo istor al levr-CD Kan ar Bed bet embannet gant Bannoù-heol, renet abaoe bloavezhioù hag a youl vat gant Arno Elegoed. Ma c’heller muzuliañ talvoudegezh un oberenn krouet penn-da-benn dre ar skoilhoù bet lakaet war he hent eo Kan ar Bed un oberenn a dalvoudegezh vras, sur.
Tonkad Kan ar Bed
Personnes en lien avec l'article : Gilles Pennec

Hag un oberenn a dalvoudegezh ez eo evit gwir ! Koulskoude, n’eo nemet istor ur plac’hig oc’h ober tro ar bed, gant trizek kanaouenn, troet pe azasaet evit lod, pe savet ar pozioù anezho evit lod all gant meur a vrezhoneger, war-bouez unan a oa bet skrivet gant Youenn Gwernig hag enrollet gantañ e 1975. Ur pezh mell oberenn savet e Breizh hag a youl vat evit 90 % anezhi, dre ziouer a arc’hantaouiñ. Kontet e vo deoc’h perak... Da gentañ, sellomp a dostoc’h ouzh buhez Arno Elegoed, e penn ar raktres gant Joris Inadias...

Ur wech e oa, e Breizh...

Miz Du 1972 : Ganedigezh Arno Elegoed e Brest. O chom e Sant-Derc’hen e Bro-Leon, mab d’an istorour Loeiz Elegoed hag e wreg Madeleine : “A-drugarez dezhi eo em eus graet sonerezh. Hi eo he deus lakaet ac’hanon da glevet ha da zeskiñ sonerezh pa oan bihan”, eme Arno.

Miz Gwengolo 1990 – miz Mezheven 1994 : Studioù sonerezh gant Arno e Skol-veur Roazhon 2.

Miz Gwengolo 1994 : Kelenner eo Arno war ar sonerezh, ar brezhoneg, ha diwezhatoc’h war sevenadur ar vro ivez, e skolaj ha lise Santez Tereza e Kemper.

Miz Du 1999 : Savet an ti-embann Bannoù-heol gant Arno, da gentañ evit treiñ albomoù Boulig ha Billig, goude-se Titeuf, Thorgal, hag Arzhig Du evit ar re vihan.

2014 : Seniñ a rae Arno gant Bann-heol, ur strollad sonerezh sakr ar broioù keltiek. Joris Inadias, bet skolajiad da Arno e Kemper, a oa ouzh an taboulinoù. Joris zo ezel eus ar strollad Corbeaux ivez, ur strollad sonerezh eus Kemper a oa aet an eil plas ganto e taol-lañs ar re yaouank en Erer Kozh e Karaez e 2012. Kavet en doa Joris e oa brav-eston mouezh Véronique Autret a gan er strollad Bann-heol. Ken brav ma oa ganet ennañ hag en Arno ar c’hoant d’ober ur bladenn ganti gant kanaouennoù evit ar re vihan, tonioù da luskellat.

Ar raktres zo aet kalz pelloc’h ha deut eo da vezañ Kan ar Bed a-benn ar fin ! Da gentañ o doa klasket Arno, Joris ha Véronique tonioù a blije dezho. Bet e oant o welet Charlez an Dreo evit skrivañ, treiñ pe azasaat pozioù war an tonioù anavezet-se. Charlez an hini en doa heñchet anezho da vont da glask meur a skrivagner. Daouzek den a oa bet kavet. Gant Rónan Ó Luasa, ur paotr eus Roazhon, Iwerzhonad dre e dad, Breizhad dre e vamm, e oa bet kempennet an holl donioù. C’hwec’h ton zo hengounel, seizh n’int ket neuze. “Evit tonioù zo eo bet diaes kaout ar gwirioù”, eme Arno. Da skouer : “Ur bloavezh gant Arc’hantina a-raok kaout un emglev”. Evit ton Manu Chao e oa bet aes a-walc’h kaout ar gwirioù, pa oa deut hennezh d’an Erer Kozh. Met ar pep diaesañ a oa da zont diwezhatoc’h.

Gant Malo Bouëssel du Bourg, Annie Coz, Charlez an Dreo, Goulwena an Henaff ha Jil Penneg ez eus bet ijinet pozioù war tonioù meur a vro, heñvel gant Gwenole Bihanig ha skolajidi Diwan ar Releg. Gant Fulup Jakez ez eus bet troet ur ganaouenn, azasaet ar re all gant Mark Kerrain, Annaig Kervella, Gwenvred Latimier-Kervella, Gwenn-Ael ar C’helleg, Peryn Bleunven. Evit echuiñ emañ kanaouenn Tuchenn Mikael skrivet gant Youenn Gwernig. Gwenn-Ael ar C’helleg, eus Ofis Publik ar Brezhoneg, en deus kemeret kalzik war e amzer vak ivez evit adlenn an testennoù. Kement a ganerien ha sonerien a vicher zo, ma vefe diaes lakaat an holl anvioù anezho amañ. Kavet e vo an holl anvioù el levr, evel-just.

Nevez-amzer 2017 : Kinniget ar raktres levr-CD Kan ar Bed da Di-Embann ar skolioù (TES).

Miz Mezheven 2017 : Asantet gant rener TES arc’hantaouiñ ar raktres Kan ar Bed. Nebeut goude ma oa aet kuit ar rener e oa bet goulennet gant kuzul embann TES kaout holl destennoù ar c’hanaouennoù.

Miz Genver 2018 : “N’eo ket diouzh spered an Deskadurezh-Stad” a lavar kuzul embann TES. Re a stourmoù, re a bolitikerezh zo e pemp kanaouenn. Komz eus justis, peoc’h ha frankiz d’ar vugale n’eo ket mat,na d’ar grennarded, hervez. An ton Breudeur omp – Askatasunera peogwir ez eus kaoz eus Korsika hag eus frankiz, An distro peogwir eo un ton yiddish hag e vez kaoz er ganaouenn eus ur plac’h yuzev eus Rusia, e dibenn ar brezel goude ar Shoah, a zo o hunvreal en ur vro peoc’hus, Bugel an heol peogwir eo kan broadel Suafrika daoust ma vez kaoz eus peoc’h ha frankiz enni ha n’eo ket eus feulster evel e kanoù broadel all. Displijet o doa Tuchenn Mikael ha Rumba Barcelona d’un nebeud izili eus ar c’huzul embann ivez.

Abegoù zo bet kavet e geriennoù zoken. En o zouez, ar frazenn “a dufo ar menez-tan” e kanaouenn Tahiti, Ar Mor Bras. Ar verb tufat a dalvez kement ha krañchat, met ur ster all en deus, revel hemañ, eme izili bodad Tonkad Kan ar Bed. Koulskoude e vez kavet ar ger tufat e levrioù bet embannet gant TES, a lavar Arno. Kalz gerioù a c’heller lakaat un eil ster revel dezho, anat eo. Neuze, pemp kanaouenn da dennañ diwar an trizek.

Miz Ebrel 2018 : A-benn ar fin e nac’h TES arc’hantaouiñ, evit abegoù budjed, goude bezañ bet asantet un nebeud mizioù a-raok. Ul levr gant Goulc’han Kervella a oa bet nac’het ganto c’hoazh e 2016, peogwir e oa anv eus Roparz Hemon hag ur romant gantañ [s.o. Bremañ, niv. 407]. War dachenn an oberennoù da selaou embannet gant TES, “N’eus netra evit krennarded, traoù a vremañ, nemet rimadelloù evit ar re vihan” eme Arno.

Digalonekaet Arno ha Joris war an taol. Labouret o doa kement war ar raktres, ur raktres krouiñ evel n’eus ket kalz e Breizh ouzhpenn-se. Kantadoù a eurvezhioù labour, gant degadoù a dud varrek hag a vicher o kemer perzh ennañ, war-nes mont d’an traoñ. Ur skoilh all a oa da zont. Ul laz-seniñ a oa da gaout evit meur a don war ar bladenn. Tud Laz-seniñ Sinfonek Breizh, goude bezañ asantet c’hoari war ar bladenn, ne respontont ket mui.

Ne vern ! Aet Arno da welet war-zu Bulgaria neuze, “Joris ha me zo kontant-bras gant al labour graet gant laz-seniñ Sofia. Un degemer mat-tre, muzisianed a vicher dreistordinal o deus lennet ar sonerezh tregont munut a-raok an enrolladenn ha gouest int bet da seniñ brav” a lavar Arno. Setu ur raktres ennañ daou venveg da gentañ deut da vezañ un oberenn gant kanerien ha sonerien e-leizh, al laz-seniñ The Bulgarian Symphony Orchestra ha daou laz-kanañ, Kana eus Plougastell-Daoulaz ha Vibrations eus Roazhon.

Gant an diouer a arc’hant e oa ret kaout ur studio digoust ivez neuze. Dre Jakez Bernard (Label Production) e oa aet Arno e darempred gant Samuel Julien, eus ar gevredigezh Dizale. Studio eilmouezhiañ Dizale e Kemper zo bet prestet digoust evit kas da benn an enrolladennoù hag ar meskañ gant Joris.

Evit an arc’hantaouiñ en doa gellet Bannoù-heol kaout un tammig arc’hant digant Kuzul-rannvro Breizh ha Ti-kêr Kemper, netra digant Kuzul-departamant Penn-ar-Bed avat. N’eus bet kavet en holl nemet 10 % eus budjed Kan ar Bed dre skoazelloù.

Hañv 2018 : En em gavet Joris hag Arno gant Dan ar Braz. Enrollet ez eus bet un ton gantañ gant e c’hitar, Breudeur omp – Askatasunera, goude bezañ klevet kaoz eus ar skoilhoù bet lakaet war hent Kan ar Bed.

20 a viz Du 2018 : Deut eo al levr-CD 50 pajenn ennañ er-maez eus an ti-moullañ, gant an trizek ton raktreset er penn kentañ. Un droidigezh zo e galleg. Ur gontadenn bet skrivet gant Clara Colin eo, istor ur plac’hig anvet Liza. He istor a ra al liamm etre an holl donioù. E Menez Are emañ ar plac’hig o chom, hag dre he c’housk ez a da veajiñ dre ar bed a-bezh. An tresadennoù zo gant Geoffrey Berniolle.

Labourat pennek evit krouiñ e brezhoneg

Arno Elegoed ha Joris Inadias hag an holl re o deus kenlabouret war al levr-CD-se a c’hell bezañ lorc’h enno gant disoc’h ul labour ramzel a zo padet pevar bloaz. Gant Fanny Chauffin e oa bet lakaet ar gaoz war ar c’hrouiñ e Breizh en he levr Diwan 40 ans déjà ! [s.o. Bremañ, niv. 416 ha niv. 417], gant ar soñj ne c’hell ur yezh padout nemet ma vez krouet ha savet traoù ganti. Pa weler ar skoilhoù zo bet lakaet war hent Kan ar Bed e c’heller en em c’houlenn perak eo ken diaes sevel ha produiñ traoù e brezhoneg e Breizh. “N’eo ket doareoù d’ober goulenn digant an dud labourat dic’hopr” eme Arno. Gwelet en deus pegen diaes e oa kavout arc’hant evit krouiñ traoù nevez e brezhoneg. Deut eo a-benn daoust da bep tra, peogwir ez eus bet kavet gantañ war e hent tud a oa fier da labourat evit un oberenn a dalvoudegezh, a zoug bri d’ar frankiz ha d’ar peoc’h. Mat eo evit ar vugale ha mat evit an dud deut ivez, komz eus istor ar bed, ar justis, ar peoc’h hag ar frankiz. En un doare brav ha plijus, war ar marc’had ! Politikerezh ha stourmoù eo an traoù-se, evel-just.

Un diskouezadeg a zo bet savet da-heul al levr-CD gant an holl skeudennoù. E ti-kêr Kemper e vo diskouezet da gentañ ha da c’houde e mediaouegoù hag e levraouegoù ar vro a c’houlenno.

Jil Penneg

Bremañ

Produits en lien avec ce post

Kan ar Bed - Livre-CD
Le Chant du Monde
21,90 €
En stock

Suivez-nous sur les réseaux sociaux

AccueilKan ar BedBlogMentions légalesConditions générales de venteContact
© 2024 Bannoù-heol
Propulsé par Gatsby (open-source) & Sanity.io