Degemer mat d'an holl !
Bannoù-heol
Maison d'édition en breton depuis 1999
Livres pour enfantsBDLivres CDRomansMusiqueDVDJeuxDictionnairesLivres en françaisActualités
Posté le 2016-10-01 - Presse écrite

Embann

Embann

Skeudennaoueg Arzhig Du saozneg-brezhoneg

Ul levr klok diwar-benn geriaoueg buhez pemdez ar re vihan, krouadurioù anezhe pe er skol-vamm c'hoazh zoken, e brezhoneg hag e saozneg. Meur a zanvez a zo e-barzh : mareoù ar bloavezh, an dilhad, an natur, ar skol, c'hoarioù al liorzh. Dedennet e vo ar vugale hag o zud a-dra-sur, ken sot int gant tudenn Arzhig Du, anavezet ganto e galleg dija. Evit klokaat ho anaoudegezh, pe hini ho pugale kentoc'h, diwar-benn an arzhig brudet, e c'hellit teurel ur sell ivez d'e videoioù war Breizhvod ! Spletus eo ivez evit tud deuet hag a zo o teskiñ, pe evit kerent c'hoant ganto lenn ha derc'hel soñj eus frazennoù ha gerioù boas. Evit bugale adalek 2 vloaz.

V.P

Danièle ha Martin Bour, Bannoù-heol, 13,90 € an tamm

Skeudennoù familh, korf, loened-ti, mareoù-bloaz

Ur rummad levrioù nevez gant Bannoù-heol diwar levrioù embannet da gentañ gant Nathan evit ar vugale 1-3 bloaz. Levrioù kalet ha brav, skeudennaouet gant Nathalie Choux. E pep levr e kaver ar gerioù diazez a denn d'an danvez hag un nebeud frazennoù ouzhpenn e stumm goulennoù evit ma vefe ur c'hendiviz etre an dud vras hag ar vugale. Skeudennoù zo da fiñval gant ar biz ivez evit ma c'hallfe ar vugale "c'hoari" gant al levrioù hag ober o zraoù anezhe. E pep skol hag e pep ti e tlefe al levrioù-se bezañ !

S.C

Ur mennozh a-feson en deus bet Arno Elegoed eus an ti-embann kemperat Bannoù-heol da dreiñ e brezhoneg ul lodenn eus an dastumad skeudennet brav ha splann gant Nathalie Choux. Tev eo kartoñs al levrioù evit aesaat al lenn ha d'ar vihanik-tout kement hag o lezel da flourañ ha da zornata dre ar prenestrigoù kuzh-diguzh farsus ha dudius war ar memes tro. Meneget eo anvioù al loened-ti boas gant livioù dous ha gwirheñvel. Evit bugale adalek 6 miz hag o zud evel-just.

Virginie Pronost

Nathalie Choux, Bannoù-heol, 7,95 € an tamm

Bremañ

Produits en lien avec ce post

L'imagier breton-anglais de Petit Ours Brun
Petit Ours Brun
13,90 €
En stock

Suivez-nous sur les réseaux sociaux

AccueilKan ar BedBlogMentions légalesConditions générales de venteContact
© 2024 Bannoù-heol
Propulsé par Gatsby (open-source) & Sanity.io