Posté le 2014-09-01 - Presse écrite
Du ha gwenn ha plas da lenn...
Arzhig Du o kousket e ti e genderv, skeudennaouet gant Danièle Bour, lakaet e brezhoneg gant Malo, Sara, Loane, Thomas hag o c'helenner Jakez-Erwan Mouton (3de klas divyezhek skolaj Sant- Stanislas Lokournan), embannet gant Bannoù-heol.
Ne dalv ket ar boan kinnig Arzhig Du. Anavezet eo gant tost an holl. Kinniget a oa bet deomp kalzik albomoù gant Bannoù-heol c'hoazh. Setu 12 istor nevez ! N'eo Arzhig Du o kousket e ti e genderv nemet unan anezho. Bepred memes doare : frouezh labour ur strollad deskarded hag o c'helenner. Ur mennozh dreist eo hag an deskarded-se a c'hell bezañ skolidi kentañ derez, skolajidi, liseidi pe studierien Skol-Veur zoken... An holl o strivañ evit reiñ danvez plijadur e brezhoneg d'ar vugale vihan ha d'o zud. Dleout a rafe an abomoùigoù-mañ bezañ degemeret mat !
Herve Lannuzel
Le Peuple Breton