Levrioù nevez
Dekvet levr embannet gant Bannoù-heol, ti-embann eus Kemper, krouet e 1999 a vo kavet bremañ. Levr kentañ eus Titeuf, e brezhoneg, eo : "Kenô, bed kriz". Albomoù savet gant Zep. Titeuf a zo brudet e-touesk ar re yaouank, hag anavezet mat gant ar re goshañ. Troet eo bet e brezhoneg gant daou glasad eus Skolaj Diwan ar Releg, skoazellet gant o c'helenner brezhonek, Gwenole Bihannig.
Treiñ e brezhoneg bandennoù treset a zo ul labour diaes, evel-just. Skolidi Diwan o deus bet plijadur hag ijin. Gerioù distummet ha gerioù ijinet. Da skouer titl gallek an oberenn a oa "Tchô, monde cruel". Tchô n'oa ket gallek dija. Troet eo bet brav gant kenô, savet diwar Tchaô !
Ar re a blij dezho istorioù Titeuf a vo tu dezho da geñveriañ ar pezh a zo dija anavezet ganto. Ha da chom bamet alies gant an doare fin da implij hor yezh...
G.M