Lagadennoù yaouank !
"Boulig ha Billig" hag "Ernest Anton" : div vandenn dreset nevez e brezhoneg bet embannet gant daou stal disheñvel penn da benn. Bihan eo ar marc'had en hor yezh. Ha ret eo da bep hini ober gantañ.

"Boulig ha Billig" hag "Ernest Anton" : div vandenn dreset nevez e brezhoneg bet embannet gant daou stal disheñvel penn da benn. Bihan eo ar marc'had en hor yezh. Ha ret eo da bep hini ober gantañ.

"Marteze e vije bet ret din met aon n'am eus ket bet !" Aon n'en deus ket bet, met kouraj en deus bet Arno Elegoed. E-unan en deus krouet "Bannoù-heol" e 1999, c'hoant gantañ embann bannoù-treset e brezhoneg.
"Dedennet-tre e oan gant ar bannoù-treset, met ne oa ket a-walc'h e brezhoneg. Pellgomzet em eus neuze da di Dargaud. Embannet e vez "Boulig ha Billig" ganto. Ha diouzhtu on aet e darempred gant ar plac'h a rae war-dro ar gwirioù. Me 'soñje din ne vijent ket bet dedennet gant troidigezhioù e brezhoneg, ken nebeut a levrioù a vez gwerzhet e brezhoneg e-keñver ar galleg. Met mat-tre eo bet a-benn ar fin".
Mat-tre... ha chichant eo tud Dargaud ouzhpenn. O seizh gwellañ a vez graet evit ma vo marc'had-mat an troidigezhioù en hor yezh. "Lavaret e vez din din bewech peseurt levr a vo advoullet er bloavezh o tont , rak pa vez moullet levrioù e galleg ganto e vez graet ur bern. A-benn neuze ne goust ket ker moullañ 2000 skouerenn ouzhpenn e brezhoneg. Izeloc'h e vez ar prizioù".
Riskloù bras n'eus ket gant Boulig ha Billig
Ur gevredigezh "lezenn 1901" eo Bannoù-heol. Suroc'h ha furoc'h eo bet eget krouiñ un ti-embann prevez. "Sikouret omp gant ar c'huzul-rannvro. Gantañ e vez paeet 40 % eus ar fraejoù war pep levr. Riskl bras ne oa ket evit Bannoù-heol, forzh penaos. Ar bannoù-treset a vez gwerzhet ganeomp e brezhoneg, evel Boulig ha Billig, a vez brudet ha gwerzhet mat-tre e Bro-C'hall dija. E brezhoneg e vezont prenet gant tud a bep seurt. Bugale, evel-just, ha tud koshoc'h, tud o teskiñ ar yezh, pe tud o deus c'hoant gwellaat o brezhoneg".
Titeuf e brezhoneg ?
Emañ bremañ Bannoù-heol o soñjal mont pelloc'h ha treiñ "Titeuf" e brezhoneg, troioù-kaer ur c'hrennard brudet-kenañ er porzhioù skol. Ul labour start a-walc'h e-keñver ar yezh (rak "buhez" a zo e lañgaj Titeuf"...) met sikouret e vo Arno Elegoed gant bugale skolaj Diwan ar Releg, ha bolontez vat ganto, kredapl !
Lionel Buannic