Nous serons présents au Salon du Livre de Pluguffan le 1er décembre !
Bannoù-heol
Maison d'édition en breton depuis 1999
Livres pour enfantsBDLivres audioRomansMusiqueDVDJeuxDictionnairesLivres en françaisActualités
Posté le 2002-04-01 - Presse écrite

Boulig & Billig : Ar pevar amzer

Ur Boulig & Billig all. Netra nevez, a lârit-c'hwi. Nemet eo skrivet hemañ e brezhoneg a-drugarez da skipailh Bannoù-heol.
Boulig & Billig : Ar pevar amzer
Personnes en lien avec l'article : Roba, Maurice Hamon, Arnaud Elégoët

Ur Boulig & Billig all. Netra nevez, a lârit-c'hwi. Nemet eo skrivet hemañ e brezhoneg a-drugarez da skipailh Bannoù-heol. 46 pajennad a istorioù ar paotr bihan hag e gi blevek ha skouarnek. Peadra da reiñ c'hoant d'al lennerien vihan da zizoleiñ ar c'houlzoù-bloaz, evel ma ra an harozed. Ouzhpenn treiñ o deus graet Arno Elegoed hag e vignoned. Lakaat liv ar Vro war ar skridoù. Douetus eo en dije skrivet Roba, treser al levr : "Gant Izabel ni yelo pell" pe "strakal brulu war ar menezioù Are"...

Ul levr dedennus evit ar vignoniezh hag ar spered fent a zo e-barzh. An hini a blij dezhañ doare tresañ Roba hag e ijin evit sevel troioù-kaer an harozed-mañ a gavo marteze abeg en nebeud pajennoù skañv, dezho un dresadenn nemetken.

Pell goude embann levrioù Yakari e oa poent kaout traoù nevez e brezhoneg, liv ar yaouankiz warno.

L.D

Le Peuple Breton

Produits en lien avec ce post

Boule et Bill
8,62 €
En stock

Suivez-nous sur les réseaux sociaux

AccueilKan ar BedBlogConditions générales de venteMentions légalesContact
© 2024 Bannoù-heol
Propulsé par Gatsby (open-source) & Sanity.io