Nous serons présents au Salon du Livre de Pluguffan le 1er décembre !
Bannoù-heol
Maison d'édition en breton depuis 1999
Livres pour enfantsBDLivres audioRomansMusiqueDVDJeuxDictionnairesLivres en françaisActualités
Posté le 2000-05-31 - Presse écrite

Arnaud Elégoët : "Ne vo morse re a levrioù e brezhoneg !"

Pennad-kaoz gant Arnaud Elégoët eus ar gevredigezh Bannoù-heol
Arnaud Elégoët : "Ne vo morse re a levrioù e brezhoneg !"
Personnes en lien avec l'article : Roba, Arnaud Elégoët

Petra eo ar gevredigezh Bannoù-heol ?
Savet e oa bet ar gevredigezh e Kemper bloaz 'zo da embann levrioù bannoù-treset e brezhoneg evit ar re yaouank, evit ar re a vez o teskiñ brezhoneg... Kalz labour a vez graet dija gant An Here pe Keit vimp bev, met ne vo morse re a levrioù e brezhoneg.

Dedennet on kenañ gant ar bannoù-treset hag em boa dija an holl vannoù-treset zo bet graet e brezhoneg, en o zouez re Tintin embannet gant An Here ha re Yakari embannet gant Keit vimp bev. Neuze em boa ezhomm boued nevez. Boulig & Billig a zo bannoù-treset zo anavezet-tre. Plijadur em boa o lenn anezho ha ne oant ket bet troet morse e brezhoneg.

Pellgomzet em boa d'an ti-embann Dargaud e Pariz hag e Brussel hag e oan bet degemeret mat-tre ganto hag e oant laouen-kenañ da glevet e oa tud dedennet da lakaat istorioù Boulig & Billig e brezhoneg.

Istorioù Boulig & Billig zo istorioù berr hag aes da gompren hag aes da lenn peurvuiañ evit an darn vrasañ anezho. Ouzhpenn e vez kaoz enno eus ar vuhez pemdez.

Estreget embann Boulig & Billig petra ra ho kevredigezh ha petra emaoc'h e soñj ober, raktresoù all 'peus ?
Savet e oa bet ar gevredigezh nemet evit embann levrioù Boulig & Billig. N'omp ket niverus e gwirionez, me ha ma breur Padrig hag un nebeud tud all. Evit ar mare emaomp o c'hortoz da welet hag e vo gwerzhet mat al levr. Ma vez gwerzhet mat e vo klasket treiñ levrioù all : 30 albom Boulig & Billig zo bet embannet e galleg ! Marteze e vo graet traoù all, piv oar ! Hervez an degemer a vo graet d'al levr.

Deut eo er-maez nemet miz 'zo an albom kentañ hag ez eus bet gwerzhet dija tost 100 skouerenn. 1000 skouerenn zo bet moullet. Skoazellet omp bet gant Skol-Uhel ar Vro, pezh a ra 40 % eus ar voujedenn. Neuze pa vo bet gwerzhet 300 skouerenn ne vo ket kollet arc'hant. War an hent mat emaomp.

Gant piv eo bet troet an istorioù ha petra rit c'hwi mod all Arnaud Elégoët ?
Kelenner on war ar sonerezh er skolaj Diwan e Kemper hag e skolaj Santez-Tereza hag ivez kelenner war ar brezhoneg un tammig e skol Santez Tereza.

Troet eo bet al levr ganin ha gant ma breur ha kaset da Fulup Jakez e Ofis ar Brezhoneg e Karaez da vezañ adlennet.

Breizh infos

Produits en lien avec ce post

Boule et Bill
8,62 €
En stock

Suivez-nous sur les réseaux sociaux

AccueilKan ar BedBlogConditions générales de venteMentions légalesContact
© 2024 Bannoù-heol
Propulsé par Gatsby (open-source) & Sanity.io