
Krank e veudoù aour
E "Krank e veudoù aour" (1941) e vez kaset Tintin da Norzhafrika. Eno e tistruj raktresoù ur strollad torfedourien o doa kuzhet opiom e-barzh boestoù-mir kig kranked....
N'ho peus ket c'hoant da urzhiadiñ enlinenn ? Kudenn ebet, leugnit ar baperenn urzhiadiñ-mañ ha kasit anezhi deomp !
Ezhomm skoazell ? Deuit e darempred ganeomp dre bostel
Ur redadeg leun a virvilh eo "Ar Skouarn dorr" (1937). Mont a ra Tintin war-zu Suamerika evit adtapout ur delwenn laeret. A bep seurt elfennoù zo liammet ouzh al laeroñsi-se gant an arme, an dachenn ekonomikel, brezel ar Gran Chaco o vezañ lakaet Bolivia ha Paraguay an eil a-enep egile e-pad tri bloaz. Laeret ez eus bet un delwenn arumbaya... distroet d'he mirdi goude-se. Met ur munud a ziskouez da Dintin n'eo ket an hini orin a zo bet distroet, un eiladenn eeun ne lavaromp ket. Peseurt kevrin zo a-drek an delwenn-mañ evit ma fellfe d'an dud kuzhat he laeroñsi ? Mont a ra Tintin war-zu Suamerika e-lec'h ma kaver, hervezañ, alc'hwez ar skoulm-se.
Adkavit troioù-kaer Tintin dindan stumm un dresadenn-vev e brezhoweb.bzh !