Petra eo se, an embann bannoù-treset e brezhoneg ? Petra zo disheñvel diouzh levrioù all, pe diouzh yezhoù all ? Kalz a c’houlennoù a c’hell an nen sevel, ha daoust deomp anavezout un toullad skouerioù ha bezañ lennet meur a hini eo berr hon gouiezegezh war an dra… Arno Elegoed en devoa krouet an ti-embann Bannoù-heol e 1999. Tammoù sklaeradennoù gantañ ’ta.