
Tan
E penn uhelañ an torgennoù glas, lec'h ma vez goloet ar menezioù gant latar ar beurevezhioù disafar, eo kludet ar gêriadennig vaya anvet Sakamch'en. En tu all...
En oad ma kave gwelloc'h he c'hamaladed klas tresañ priñsezed ha kanevedennoù e oa troet Anna gant ar skeudennadur skiantel ; diskejañ a rae bleunioù he liorzh, sellout pizh ouzh ar c'hevnid ha sevel he dornlevr hec'h-unan war gorfadurezh ar c'hezeg.
Goude ur vachelouriezh Arzoù neuziañ e Brest ha pemp bloaz harlu e Pariz (CPGE ENS Cachan e skol Duperre, diplom Uhel a Skeudennadur skiantel ha mezegel skol Estienne ha Master empennadur diskouezadurioù skiantel)e c'hell er fin labourat evit skiantourien wirion.
Ya avat, rak bez' ez eus bepred eus ar skeudennadur skiantel hag emdreiñ a ra diouzh an dizoloadennoù nevez ha diouzh an doareoù kehentiñ nevez. Pe e vefe realour pe brastresek, evit tud ouiziek pe evit ar braz eus an dud e tiskouez anat ar pezh na ziskouez ket al luc'hskeudennerezh ha n'eo ket ken borodus hag ur brezegenn hir.
Pal Anna gant he skeudennadurioù pe he buhezadurioù pe c'hoazh dirak ar c'hamera en he rubrik botanikel e brezhoneg war Frañs 3 eo da gentañ treuzkas ar gouiziegezhioù nevez war dachennoù liesseurt.