Gwenvred Latimier-Kervella
Gwenvred Latimier, ganet e 1988 e Dijon, Bourgogn, zo ur skrivagnerez yaouank, savet ganti ur romant evit ar grennarded ha barzhonegoù. Merc’h eo da Annaig Kervella ha Herve Latimier.
Tapet he deus ur vachelouriezh lennegel e lise Diwan Karaez, goude bezañ bet e Skol Diwan Roazhon hag e Skolaj Diwan Bro-Dreger e Plijidi, Bro-Dreger. Goude se he deus tapet un DEUST (diplôme d'études universitaires scientifiques et techniques) war micherioù al levraouegoù hag an diellañ e skol-veur Roazhon 2. War ar memes tro he deus heuliet an daou vloavezh aotreegezh war arzoù an abadennoù hag ar sinema, ha bremañ eo bet tapet an aotregezh ganti. E 2008 e oa o prientiñ ivez an arnodennoù evit dont da vezañ skoazellerez bro doareet war ar glad hag al levraouegoù (« assistant territorial qualifié du patrimoine et des bibliothèques » (live B)) a-benn gallout kavout ul labour en ul levraoueg departamant pe kêr er bloavezhioù a-zeu. Un aotreegezh vicherel war vetoù al levraouegoù he deus ivez.