
Goulc'han Kervella
Ul leurenner, ur c’homedian, ur rener strollad c’hoariva hag ur saver pezhioù-c’hoari ha romantoù eo Goulc’han Kervella. Ganet eo d’ar 4 a viz Gouere 1951 e Plougerne, en ur familh a vartoloded. Gant e strollad c’hoariva Ar Vro Bagan o deus graet berzh an arvestoù brezhonek ha gallek diskouezet da viliadoù a dud.











