E Saloñs levrioù Pluguen e vimp d'ar 1añ a viz Kerzu !
Bannoù-heol
Ti-embann brezhonek abaoe 1999
Levrioù evit ar vugaleBannoù-tresetLevrioù klevetRomantoùSonerezhDVDC'hoarioùGeriadurioùLevrioù e gallegKeleier

Blog

Ar Marc’h Dall - Ur ganadenn vreizhat adc’hanet

Ar Marc’h Dall - Ur ganadenn vreizhat adc’hanet

Daou-ugent vloaz war-lerc’h krouidigezh « Ar marc’h dall » e 1979, ur ganadenn bet savet gant René Abjean ha Job An Irien, ha degemeret mat d’ar poent-se, an embanner Arnaud Élégoët en doa divizet da lakaat an oberenn-mañ da vevañ en-dro. Un enrollañ nevez a zo bet kaset da benn gant harp ur bern arzourien hag ar strollad teknikourien-son. Ul levr da-heul ur bladenn a vo kinniget ha deuet er-maez dizale. Arnaud a zispleg deomp an doare da seveniñ ar raktres brav-se gant ampartiz Dimitri Boekhoorn evit seniñ perzhioù gouestlet d’an delenn.
Postet e Kazetennoù d'an 2021-01-01
Keleier ar Vro

Keleier ar Vro

Petra eo labour embann bannoù treset e brezhoneg ? Petra zo disheñvel deus levrioù all, pe deus yezhoù all ? Penaos 'mañ an traoù evit a sell an arc'hantiñ, ar gwirioù ? Ur bern goulennoù a c'hell an nen sevel, ha daoust deomp anavezout un toullad skouerioù ha bezañ lennet meur a hini, eo berr hom gouiezegezh war an dra. Arno Elegoed 'nevoa krouet an ti-embann Bannoù-heol e 1999. Un tamm sklaeradennoù gantañ, deus mikro Tugdual Karluer
Postet e Skingomz d'an 2020-10-29
Ar c'hantat "Ar Marc'h Dall" a zo o vezañ savet a-nevez !

Ar c'hantat "Ar Marc'h Dall" a zo o vezañ savet a-nevez !

Goude al levrig-pladenn « Kan ar Bed » hag en doe graet berzh daou vloaz 'zo, emañ an embannadurioù « Bannoù-heol » gant un eil raktres bras. Lazoù-kanañ breton ha korsat, laz-seniñ Bulgaria, binviji hengounel ha nevez,... ur c'henlabour etrevroadel a vo ar wezh-mañ c'hoazh, evit lakaat da glevet en-dro un oberenn deus fin ar bloavezhioù 1970. Skrivet e voe bet « Ar Marh Dall » gant Job an Irien da neuze, da zihuniñ ar Vreton-ezed a-raok ma vefent kollet en ur sevenadur bedelaet. Arno Elegoed, rener an embannadurioù « Bannoù-heol », a gav dezhañ eo ur stourm a-vremañ kement hag e oa er bloavezhioù 1970. Daleet eo bet enrolladennoù ar bladenn evel-just, dre ma n'eo ket bet posupl mont da vBulgaria e pad mizvezhioù. Emichañs e loc'ho an enrollañ en-dro a-benn miz Eost.
Postet e Skingomz d'an 2020-07-22
Keleier, ar bed hiziv an deiz

Keleier, ar bed hiziv an deiz

E 1979 o doa ar sonaozer René Abjean hag ar skrivagner Job an Irien savet ur c'hantate anvet "Ar Marc'h Dall". Un 30 kwech bennak e oa bet kinniget an oberenn e Breizh ha berzh 'n oa graet ken modern e oa ar sonerezh d'ar c'houlz-se ha don ar pozioù. O vezañ adenrollet emañ ar c'hantate. Ganet ar raktres gant Arno Elegoed, bet lusket gantañ Kan ar Bed, al levr CD bet embannet 2 vloaz 'zo. Da c'hortoz klevet ha lenn Ar Marc'h Dall e c'helloc'h bepred dizoloiñ Kan ar Bed ma n'eo ket graet c'hoazh... Kaerat levr CD.
Postet e Skingomz d'an 2020-07-07
  • 1
  • 2
  • 3
  • 4
  • 5
  • 6
  • 7
  • 8
  • 9
  • 10
  • 11
  • 12
  • 13
  • 14
  • 15
  • 16
  • 17
  • 18
  • 19
  • 20
  • 21
  • 22
  • 23
  • 24
  • 25
  • 26
  • 27
  • 28
  • 29
  • 30
  • 31
  • 32

Heuilhit ac'hanomp er rouedadoù sokial

DegemerKan ar BedBlogDivizoù gwerzhañ hollekMenegoù lezennelDarempredoù
© 2024 Bannoù-heol
Poulzet gant Gatsby (open-source) & Sanity.io