Levrioù, pladennoù DVD ha c'hoarioù evit an holl !
Bannoù-heol
Ti-embann brezhonek abaoe 1999
Levrioù evit ar vugaleBannoù-tresetLevrioù CDRomantoùSonerezhDVDC'hoarioùGeriadurioùLevrioù e gallegHarry PotterKeleier

Skingomz

Trouz er gêr

Trouz er gêr

Poent eo soñjal e profoù diwezhañ a-raok Nedeleg ! Ha perak pas profañ al levr-pladenn "Ar Marc'h Dall" ? Arnaud Elégoët, embanner al levr nevez-mañ a oa ouzh mikro Reun Treger eus Arvorig FM.
Postet e Skingomz d'an 22/12/2022
Ar Marc'h Dall

Ar Marc'h Dall

Arno Elegoed, krouer an ti-embann Bannoù-heol ha kelenner war ar sonerezh, en doa graet un taol kaer 2 vloaz p’en doa embannet Kan ar Bed, ul levr-bladenn evit ar vugale gant kanaouennoù hengounel e meur a yezh. Ur raktres brav all zo gantañ ar bloaz-mañ. Enrollañ ur wech ouzhpenn “Ar Marc’h Dall” skrivet gant René Abjean ha Job an Irien. Emañ gant mikro Morgane Bramoullé evit kinnig ar raktres deomp.
Postet e Skingomz d'an 26/04/2021
Keleier ar Vro

Keleier ar Vro

Petra eo labour embann bannoù treset e brezhoneg ? Petra zo disheñvel deus levrioù all, pe deus yezhoù all ? Penaos 'mañ an traoù evit a sell an arc'hantiñ, ar gwirioù ? Ur bern goulennoù a c'hell an nen sevel, ha daoust deomp anavezout un toullad skouerioù ha bezañ lennet meur a hini, eo berr hom gouiezegezh war an dra. Arno Elegoed 'nevoa krouet an ti-embann Bannoù-heol e 1999. Un tamm sklaeradennoù gantañ, deus mikro Tugdual Karluer
Postet e Skingomz d'an 29/10/2020
Ar c'hantat "Ar Marc'h Dall" a zo o vezañ savet a-nevez !

Ar c'hantat "Ar Marc'h Dall" a zo o vezañ savet a-nevez !

Goude al levrig-pladenn « Kan ar Bed » hag en doe graet berzh daou vloaz 'zo, emañ an embannadurioù « Bannoù-heol » gant un eil raktres bras. Lazoù-kanañ breton ha korsat, laz-seniñ Bulgaria, binviji hengounel ha nevez,... ur c'henlabour etrevroadel a vo ar wezh-mañ c'hoazh, evit lakaat da glevet en-dro un oberenn deus fin ar bloavezhioù 1970. Skrivet e voe bet « Ar Marh Dall » gant Job an Irien da neuze, da zihuniñ ar Vreton-ezed a-raok ma vefent kollet en ur sevenadur bedelaet. Arno Elegoed, rener an embannadurioù « Bannoù-heol », a gav dezhañ eo ur stourm a-vremañ kement hag e oa er bloavezhioù 1970. Daleet eo bet enrolladennoù ar bladenn evel-just, dre ma n'eo ket bet posupl mont da vBulgaria e pad mizvezhioù. Emichañs e loc'ho an enrollañ en-dro a-benn miz Eost.
Postet e Skingomz d'an 22/07/2020
  • 1
  • 2
  • 3
  • 4

Lakait hoc'h anv evit degemer al lizher-kelaouiñ

ha resevit hor c'hinnigoù !

Heuilhit ac'hanomp er rouedadoù sokial

DegemerKan ar BedBlogDarempredoùMenegoù lezennelDivizoù gwerzhañ hollek
© 2023 Bannoù-heol
Poulzet gant Gatsby (open-source) & Sanity.io