Degemer mat d'an holl !
Bannoù-heol
Ti-embann brezhonek abaoe 1999
Levrioù evit ar vugaleBannoù-tresetLevrioù CDRomantoùSonerezhDVDC'hoarioùGeriadurioùLevrioù e gallegKeleier
Postet d'an 2023-12-07 - Skingomz

Avel em fenn

Daou viltamm e brezhoneg nevez a zo bet embannet gant Bannoù-heol ! N'eo ket un taol-arnod ken evit an ti-embann e brezhoneg : e 2021 djia e oa bet embannet ur miltamm gant kartenn Vreizh e brezhoneg, hag en doe graet berzh.
Avel em fenn
--:--
--:--
Perzh o deus kemeret : Mikael Bodlore-Penlaez

Ar bloaz paseet eo ur miltamm gant ar broadoù keltiek hag a zo bet embannet gant Bannoù-heol. Ar bloaz-mañ eo kartenn ar bed hag a zo bet lakaet da viltamm, ha n'eo ket en ur stumm met e daou : unan evit ar vugale, 280 tamm anezhañ, hag unan evit ar re vrasoc'h, a ra... 1000 tamm ! Evel an daou re gentañ eo Mikael Bodlore-Penlaez, douaroniour anezhañ, an hini an eus savet ar c'hartennoù asambles gant Arno Elegoed, penn-bras Bannoù-heol hag Herve Gwegen, servij an anvioù-lec'h e Ofis Publik ar Brezhoneg gant mikro Tunvezh Wlagen-Grandjean.

An daou viltamm a goust 15 € ha 16 €. Gallout a reer prenañ anezho e lec'hienn internet Bannoù-heol, pe kavout anezho e pep stal sevenadurel a feson !

Radio Kreiz Breizh

Produioù liammet gant ar post-mañ

Miltamm Kartenn ar Bed (1000 tamm)
Miltammoù
16,00 €
Er stok

Heuilhit ac'hanomp er rouedadoù sokial

DegemerKan ar BedBlogMenegoù lezennelDivizoù gwerzhañ hollekDarempredoù
© 2024 Bannoù-heol
Poulzet gant Gatsby (open-source) & Sanity.io