E Gouel levrioù Plabenneg e vimp d'ar Sadorn 8 a viz Kerzu !
Bannoù-heol
Ti-embann brezhonek abaoe 1999
Levrioù evit ar vugaleBannoù-tresetLevrioù klevetRomantoùSonerezhDVDC'hoarioùGeriadurioùLevrioù e gallegKeleier
Postet d'an 2021-11-19 - Kazetennoù

Div voest e gwerzh - Breizh en ur miltamm

Dudius ha pedagogel. Embannet ez eus bet daou viltamm gant an ti-embann Bannoù-heol, e Kemper. Pep hini a ziskouez ur gartenn eus Breizh istorel.
Div voest e gwerzh - Breizh en ur miltamm

Arnaud Élégoët a zo leun e benn a vennozhioù. Prezidant an ti-embann kevredigezhel Bannoù-heol, e Kemper, en deus ijinet daou viltamm gant un dresadenn voutin : ur gartenn eus Breizh istorel, gant al Liger-Atlantel.

An hini kentañ, 280 tamm anezhañ, a zo evit ar vugale. Warnañ emañ nav bro istorel ar rannvro : Leon, Treger, Kerne, Bro-Gwened… An embannadenn gentañ a zo tregont skeudenn warni, graet gant Jean-Yves André.

An arzour, staliet e Brest, en deus treset monumantoù pe arouezioù : iliz-veur Sant-Kaourintin e Kemper, poltred ar skrivagner Chateaubriand evit Sant-Maloù, ur grogenn Sant-Jakez evit bae Sant-Brieg...

An eil miltamm a zo 500 tamm anezhañ. Brasoc’h eo ha diaesoc’h ivez. Ar gartenn a zo bet graet gant Mikael Bodlore. « Ouzhpenn an nav bro istorel em eus ouzhpennet 40 mikro-bro ar rannvro : Bro-Vigoudenn, Goueloù, Pourlet, Gogleiz… »

Ur raktres ganet e-pad ar prantad kenfinañ

Pep tra a zo e brezhoneg. « Ar mennozh eo dihuniñ kuriusted ar re yaouank. » Er penn kentañ e oa pal ar raktres pedagogel. Arnaud Élégoët a zo kelenner sonerezh e skolaj Santez-Tereza e Kemper. Reiñ a ra ivez ur gentel sevenadur Breizh, un eurvezh bep sizhun, evit an holl 6veidi. « En em rentet on kont ne ouie ket an darn vrasañ eus ar vugale pelec’h emañ Brest, Roazhon pe Naoned war ur gartenn. Lod all a zalc’he ar gartenn en tu kontrol… »

Setu penaos eo ganet e vennozh, deskiñ en ur c’hoari. Kroget e oa pep tra e-pad ar prantad kenfinañ kentañ.

En nevez-amzer 2020 o deus graet berzh ar miltammoù en-dro. Arnaud Élégoët hag e vugale a grog d’ar mare-se gant kartenn ar bed. « En ur furchal war internet e oan en em rentet kont ne oa miltamm ebet gant kartenn v-Breizh. »

Berzh bras dija !

Lañset eo ar raktres en diskar-amzer paseet. « Diaes a-walc’h eo kavout ul labouradeg prest da ober miltammoù. Enklaskoù forzh pegement ’m eus ranket ober a-raok kavout unan e Vro-Tchekia. »

Kudenn : gant berzh ar miltammoù e-pad ar prantad kenfinañ eo hiraet an amzer produiñ a galz. « Er penn kentañ e oa bet kinniget din ur bloaz hanter. Ranket ’m eus klask ul labouradeg all. »

Erruet eo ar miltammoù e Breizh e-kreiz miz Here. Mil skouerenn eus pep hini a zo bet moullet. Gwerzhet e vezont buan. « 500 a zo bet gwerzhet dija », eme Arnaud Élégoët. En o zouez, degadoù dre lizher. En estrenvro ivez. Ur skouerenn a zo bet kaset da New York !

Troet gant Maela Ily diwar Matthieu Gain

Titouroù. Ar miltammoù a c’heller kavout er stalioù hag enlinenn war https ://bannouheol.com (mizoù-kas profet). Priz : 13 euro.

Le Courrier du Léon

Produioù liammet gant ar post-mañ

Heuilhit ac'hanomp er rouedadoù sokial

DegemerKan ar BedBlogDivizoù gwerzhañ hollekMenegoù lezennelDarempredoù
© 2024 Bannoù-heol
Poulzet gant Gatsby (open-source) & Sanity.io