Du ha gwenn ha plas da lenn...
War an hent-treuz gant Jonny Lambert | troet hag embannet gant Bannoù-heol | 25 p. | 13 €

War an hent-treuz gant Jonny Lambert | troet hag embannet gant Bannoù-heol | 25 p. | 13 €

Emañ Logodennig, Krogennig ar vaot ha Danteg ar c'honikl o soñjal mont d'ar gêr p'emañ an heol o vont da guzh. Lâret a ra Logodennig ec'h ana-vez un hent-treuz dre ar palud. Aon o deus ar re all met touiñ a ra n'eus krokodil ebet ar palud. Evel-just ez eo disheñvel an traoù... Ma 'z eus ur gentel gant an istor-mañ ez eo ret kaout un tamm disfiz diouzh ar re a lâm war un ton asur ec'h anave-zont an hent berrañ, an hini surañ, an dra varc'hadmatañ pe ar preti gwellañ... Kinniget eo kempenn al levr, evel kustum, fentus eo an tresadennoù hag aes an testennoù da lenn.