Du ha gwenn ha plas da lenn...
« Un douar evit an holl gant Nicola Edwards ha Sarah Wilkins | troet hag embannet gant Bannoù-heol | 28 p. | 13 €

« Un douar evit an holl gant Nicola Edwards ha Sarah Wilkins | troet hag embannet gant Bannoù-heol | 28 p. | 13 €

Ul levr evit sachañ evezh ar vugale war kemmoù an hin hag o disoc'hoù. Brav eo ar bed, ha teurel a reer evezh a-walc'h outañ ? Ur wech gwelet sklaer stad an traoù ez eo pal an oberenn broudañ pep hini, bihan ha bras da stourm evel takennoù glav (a gaver war bep pajenn a-hed al levr...) a seblant pikoù dister pa weler anezho hini ha hini met "pa vint a-stroll, e teuint da vezañ ur vras a wagenn". Dave a gaver d'al lañs bet gant Greta Thunberg. Goude skouerioù eus emdroadur hor planedenn ez eus kalz skouerioù eus ar pezh a c'heller ober evit cheñch penn d'ar vazh. Pep hini diouzh e du rak n'eus jestr ebet a vefe didalvoud. Niver an takennoù a ra ar wagenn... E fin al levr e kaver div bajenn o respont da c'houlennoù diazez : "Petra eo direizhamant an hin ?" ; "Perak e sav kudennoù direizhamant an hin ?" ; "Petra a c'hallomp ober ?" Echuiñ a ra gant : "Ni eo an dazont !" Ar re zo yaouank bremañ a zo alies ur skouer evit ar re goshoc'h, gwir eo. Int a c'houzañvo diouzh ar direizhama-mant degaset gant ar rummadoù kent.
Kinniget brav eo al levr, aes da lenn daoust d'an danvez ha leun a spi. Gellout a raio skoazellañ ar vistri-skol hag ar gerent evit eskemm gant o skolidi pe o bugale war ar gudenn ha klask asambles ar pezh a c'hell pep hini ober evit cheñch penn d'ar vazh.