Du ha gwenn ha plas da lenn...
Soubenn louet gant Brieuc Janeau | troet e brezhoneg gant Maïna Cavellec | embannet gant Bannoù-heol | 21 b. | 8 €

Soubenn louet gant Brieuc Janeau | troet e brezhoneg gant Maïna Cavellec | embannet gant Bannoù-heol | 21 b. | 8 €

Souezhus eo al levrig-mañ, koulz e-keñver istor hag e-keñver tresañ. Rozig, ur porc'hell a bed e amezeien ha mignoned d'ur pred. Pedet en deus ur c'houviad dic'hortoz ouzhpenn... Siwazh pa fell dezhañ keginañ e verzh n'eus netra ken en e yenerez. Lezel a ran ac'hanoc'h da welet gant petra ec'h aoz ar pred ! Fall-spontus e kav e vignoned ar soubenn. Dipitet-spontus eo Rozig. Unan en deus kavet mat ar meuz koulskoude. Gwilhoù ar bleiz, ar c'houviad dic'hortoz en doa graet aon d'ar gouvidi all er penn-kentañ... Peadra da gaout eskemmoù gant al lenner pe al lennerez yaouank ha klask ur gentel, ma 'z eus unan... Bras ha sklaer eo al lizherennoù.