Arnaud Elegoët : « Ret eo embann danvez diouzh ar c’hiz en hor yezh »
« Tintin », « Titeuf » pe c’hoazh « Diaoulez Aelez » : levrioù a-vremañ, a blij d’ar re yaouank, a vez embannet gant Bannoù-heol, meret gant Arnaud Elégoët.

« Tintin », « Titeuf » pe c’hoazh « Diaoulez Aelez » : levrioù a-vremañ, a blij d’ar re yaouank, a vez embannet gant Bannoù-heol, meret gant Arnaud Elégoët.

Pegoulz ha perak ho peus savet an ti-embann Bannoù-heol ?
E 1999 e oa. D’ar mare-se e oan kelenner war ar muzik e skolaj Diwan Kemper hag e oan bet da welet al levraoueg. Gwelet m’oa ne oa ket kalz levrioù e brezhoneg evit ar re yaouank. Pellgomzet m’oa neuze da di-embann Dargaud, e Pariz, evit goulenn ganto ha posupl e vefe embann Boule et Bill e brezhoneg. Lâret o doa ya diouzhtu. Ne c’hortozen ket ur respont ken aes, souezhet oan bet ! Goulennet o doa diganin da beseurt anv kas ar c’hevradoù, neuze m’oa kavet buan an anv Bannoù-heol o soñjal e bannoù-treset. Evel-se e oa kroget an traoù ! Ma vefe bet lâret din an deiz se ne oa ket posupl, pe re luziet, ne vefen ket bet pelloc’h.
Petra peus embannet goude ?
Titeuf, da gentañ, a blije kalz d’ar vugale d’ar mare se. Daou pe dri zoken am boa embannet, troet gant skolajidi Diwan ar Releg, gant sikour ar c’helenner Gwenole Bihannig. Kavet m’oa dreist e vefe ivez ur raktres pedagogel, gant anv pep skoliad war al levr ! War-lerc’h hon oa kendalc’het, gant Arzhig Du pe Mortelle Adèle, troet gant skolajidi Kemper ar wech-mañ.
Titeuf, Boulig ha Billig, Thorgal… Azasaet ho peus ur bern levrioù brudet, a blij kalz d’an dud, se oa ar pal ?
O klask e oan mennozhioù a-gleiz hag a-zehoù, peogwir n’eo ket ma micher tamm ebet ! Alies e c’houlennen gant ar skolajidi a oa dirazon peseurt bandenn dreset a blije dezho. Hag ouzhpenn-se e soñjen e oa mat diskouez e oa ar brezhoneg ur yezh vev, modern, hag e oa tu embann danvez diouzh ar c’hiz en hor yezh.
Pa oan yaouank, ma mamm a oa skolaerez unyezhek. Profet e oa bet d’ar mare-se levrioù da holl skolidi Penn-ar-Bed. Ganti oan bet da glask al levrioù hag e oan bet estonet bras o welet e oa Spot pe Tintin e brezhoneg ! Ar pezh n’oa souezhet ac’hanon kalz a oa gwelet e oa memes kalite embann etre brezhoneg ha galleg. Evidon, ar brezhoneg a oa ur yezh kozh, ne gomzen ket anezhi, ne oan ket dedennet tamm ebet. Gwelet un Tintin e brezhoneg a oa bet evidon ur burzhud.
Embann levrioù brudet, anavezet gant an holl, a zo ivez un doare d’ober bruderezh evit ar yezh.
Un doare eo da ziskouez d’ar gerent e vez graet traoù e brezhoneg evit o bugale.
N’eo ket ho micher, ranket ho peus deskiñ pep tra ?
Ya. Tamm-ha-tamm e vez desket, gant mignoned, tud a-vicher, sikour m’oa bet. Hiziv c’hoazh e c’houlennan alioù pe sikourioù gant tud a-vicher.
Ouzhpenn troidigezhioù, krouidigezhioù a zo bet embannet ?
Embannet hon eus da skouer ul levr gant ur bladenn, Kan ar bed , e 2018. Alies e veze goulennet ganin pegoulz e vefe krouet traoù ganeomp. Un tammig aon am boa : n’eo ket ma micher, ne ouien ket petra kinnig, aon em boa da c’hwitañ. Ur mignon din a lâre din enrollañ ur bladenn. Penn-kentañ e oa ur raktres gant ur ganerez hag un nebeud sonerien. Benn ar fin ez eus bet tost 150 den o kemer perzh er raktres : sevel ar c’homzoù, ar sonerezh, enrollañ an tonioù e Bulgaria, e Korsika… Adembannet hon oa ivez an oberenn Ar Marc’h dall , bet savet gant Job an Hirrien ha René Abjean.
Perak e savit seurt raktresoù ?
Evit ar blijadur e oa, hag eo atav ! Gwir eo on bet fromet ha dedennet a-viskoazh gant al levrioù evit ar vugale, a blij din kalz. Ur blijadur eo atav da labourat war seurt raktresoù liesseurt. Plij a ra din deskiñ traoù, gwelet tud n’anavezfen ket mod-all.
Hag ivez, klevet tud o lâret int bet kontant o lenn seurt levr, seurt albom… Se a ro startijenn, gwelet an disoc’h hag an efedoù war an dud.
Pet skouerenn a vez gwerzhet ?
Evit Kan ar bed a oa divyezhek e oa bet gwerzhet tro 4 000 skouerenn. Dreistordinal e oa. Mod-all, evit al levrioù e brezhoneg nemetken e vez gwerzhet etre 500 ha 1 000 d’ar muiañ.
Piv eo an dud a bren ?
Kerent dreist-holl, met ivez tud o teskiñ brezhoneg o deus c’hoant da lenn traoù simpl. Dreist-holl e Breizh, evel-just, met ivez er Stadoù-Unanet, e Kanada, e Sina, en Alamagn…
Ur stal enlinenn ho peus ?
Tamm-ha-tamm hon eus bet c’hoant da ginnig traoù enlinenn. Un doare eo da ziskouez d’ar gerent e vez graet traoù e brezhoneg. Ar bras eus ar gerent ne gomzont ket brezhoneg, un doare eo da welet ar pezh vez graet e brezhoneg evit o bugale.
Peseurt raktresoù da zont ?
Embannet vo Tintin e Tibet e miz Here. Gant An Here e oa bet graet a-raok ober freuz-stal. Chomet on tost eus Tintin hag em eus c’hoant da adembann Tintin e brezhoneg.
Komzoù dastumet gant Maiwenn Raynaudon-Kerzerho