Bannoù-heol
Ti-embann brezhonek abaoe 1999

Levrioù evit ar vugale hag ar re yaouank

Le Peuple Breton
Levrioù evit ar vugale hag ar re yaouank

Daou vignon da viken gant Eric Battut, brezhoneg gant Bannoù-heol, embannet gant Bannoù-heol, 5,20 €

Kinnig a ra Bannoù-heol d'ar re vihanañ un dastumad nevez a levrioù bet embannet e galleg gant Bayard. Kinniget brav eo al levrioù. Ur gwiskad plastika gaver war bep pajenn : tu zo da skuilhañ dour warno eta hep ifom pe gwastañ anezho... Plijus eo an tresadennoù, simpl an testennoù. El levr-mañ en em gav un olifant hag ur velc'hwedenn-grogennek dirak ar memes poullig dour, sec'hed ganto o-daou. Kann, gloazadennoù, peoc'h, kensikour, mignoniezh...