Bannoù-heol
Ti-embann brezhonek abaoe 1999

Du ha gwenn ha plas da lenn...

Le Peuple Breton
Du ha gwenn ha plas da lenn...

Piv n'en deus ket soñj eus kelaouennoù Bayard Presse hag istorioù Tom-Tom ha Nana ? Tremen a ra ar blijadur d'o lenn a rummad da rummad. Reiñ a ra Bannoù-heol tro d'ar vrezhonegerien yaouank da dañva an istorioù-se war eeun en o yezh. Ur prof dibar ! Daou levrig a zo, Biskoazh kement-all ! unan anezho. 9 istor a gaver ennañ. Tremen a ra an darn vrasañ e preti tud Tom-Tom ha Nana pe en trowardroioù. Nemet e-pad ar vakañsoù...

En em gavout a reer neuze en aod, troet da aod an amourousted... Un tamm foll eo bepred ar vuhez er preti. N'ehan ket ar breur hag ar c'hoar, sikouret gant o mignoned alies, d'ober troioù-kamm awenet peurliesañ gant o c'hoant da c'houzout (Ar wirionez war Tom-Tom ha Nana) ha da zizoleiñ ar bed a-vremañ hag a-wechall (Krakistor, Lâr deomp 'ta Ronan). Plijadur hag ur sell digor war hor bed...

Herve Lannuzel

Tom-Tom ha Nana gant Evelyne Reberg, Bernadette Després, Catherine Viansson-Ponté, hervez Jacqueline Cohen, troet e brezhoneg gant Sten Charbonneau, embannet gant Bannoù-heol, 7 €