Bannoù-heol
Ti-embann brezhonek abaoe 1999

Embann

Bremañ
Embann

Beajoù Brendanig (Dvd adalek 2 vloaz)

Sed amañ ur rummad nevez eilmouezhiet e brezhoneg gant Dizale. En taol-mañ e heulier troioù-kaer Brendanig, un tigr bihan fentus, kurius ha leun a startijenn. Ul lodenn DVD-rom zo ivez, gant tri c'hoari war an urzhiataer. Skignet eo gant Bannoù-heol, ha gellout a reer kavout an Dvd war www.b-heol.com. Embannet gant Millimages

Straed ar Zoo 2 (Dvd adalek 2 vloaz)

Troioù-kaer Lizig hag he amezeien souezhus, loened ar zoo. E brezhoneg koulz hag e saozneg e vo tu da sellet ouzh ur rummad tresadennoù-bev (gant istitloù e pep yezh), bet eilmouezhiet gant Dizale. Ul lodenn-rom zo ivez, gant tri c'hoari war an urzhiataer. Skignet gant Bannoù-heol : www.b-heol.com. Embannet gant Millimages.