Bannoù-heol
Ti-embann brezhonek abaoe 1999

Burzhud ar vuhez

Bremañ
Burzhud ar vuhez

Graet eo ! Eil levrenn vrezhonek Titeuf zo bet embannet gant Bannoù-heol. 7vet levrenn ar rummad brudet-kenañ savet gant Zep eo Burzhud ar vuhez. Ne vo ket Titeuf bugel nemetañ e dud... Ur c'hoar vihan a zeuio da drubuilhañ e zoare da welet e familh ! N'eus douetañs ebet e vefe gwerzhet ken mat ha Kenô, bed kriz. Troet eo bet adarre gant skolajidi Diwan dindan renerezh o c'helenner. Evit gouzout hiroc'h : www.b-heol.com

Bannoù-heol (9,40 euro an tamm)