E Saloñs levrioù Pluguen e vimp d'ar 1añ a viz Kerzu !
Bannoù-heol
Ti-embann brezhonek abaoe 1999
Levrioù evit ar vugaleBannoù-tresetLevrioù klevetRomantoùSonerezhDVDC'hoarioùGeriadurioùLevrioù e gallegKeleier
Postet d'an 2023-06-23 - Kazetennoù

Job an Irien, ur vuhez speredel e brezhoneg

Degemeret en deus Job ac’hanon ur mintinvezh fresk hag heoliek e penn-kentañ miz Kerzu e Minihi Levenez, ul lec’h speredel kristen brezhonek e Trelevenez. 85 bloaz eo ar beleg eus Bro-Leon, met lemm eo e spered atav. Butuniñ a rae Job e gorn-butun gwech ha gwech all, tra ma responte da’m goulennoù. Levrioù e-leizh a oa war an daol, rak studiet en deus an den a-hed e vuhez : istor Breizh ha sent ar vro, pe c’hoazh ar vosenn.
Job an Irien, ur vuhez speredel e brezhoneg

Penaos ho peus graet o soñj dont da vezañ beleg ?

Kement-se a oa c’hoarvezet pa oan bihan c’hoazh. Savet on bet en ur familh kristen e Bodiliz, hag e yaemp d’an oferenn d’ar Sul. An dra-se a blije kalz din. Ouzhpenn se p’on kroget gant ar c’hatekiz hon doa ur c’hure a oa un den hag a blije kalz din. Soñjet em eus meur a wech “ma c’hellan, e rin e-giz an den-se !”. Ha koulskoude e oa gwall baket gant e yec’hed : bez’ e oa taget gant an tuberkuloz. D’ar poent-se e veze troc’het lod eus an eskern [d’an dud gant tuberkuloz, ngas] evit ma vije gallet ober war-dro ar skevent. Setu e oa digompez an den. Ha koulskoude e oa un den laouen. An dra-se en deus merket ac’hanon.

E pelec’h ho peus graet ho studi ?

Bez’ on aet da gentañ er skol e Bodiliz, ar skol laik ‘giz ma veze lavaret. Ha goude-se o deus kaset ma zud ac’hanon da Lanniliz, d’ar skol-lojañ. Hor familh ‘oa e darempred gant ur beleg a oa kelenner e skolaj ar C’hreiz-kêr e Kastell-Paol neuze on bet kaset da Gastell da c’houde. Hag ur wech echu ar skolaj ez on aet war-eeun d’ar c’hloerdi e Kemper.

D’ar mare-se ne oa netra e brezhoneg er skolioù ?

Nann tamm ebet. Ouzhpenn e veze graet fae un tamm bennak war ar brezhoneg. An dra-se en doa skoet ac’hanon pa oan er skol e Bodiliz. Meur a wech omp bet lakaet e pinijenn, va breur henañ ha me, peogwir ez aemp e brezhoneg kenetrezomp war ar porzh-skol o c’hoari foot. Ni a oa aet d’ar skol evit deskiñ galleg, met ni a soñje deomp e oa evit deskiñ galleg e-barzh ar c’hlas. Met pas o c’hoari mod-se ! ‘M eus ket morse em buhez komprenet an dra-se. Chomet eo e-giz un dra bennak a oa ret stourm evitañ. Ar pezh a oa mat er gêr, en hor penn deomp-ni, a oa anat e rankfe bezañ mat er skol ivez. Perak lakaat a-gostez ul lodenn deus ar pezh ez omp ? Setu an dra-se zo bet penn-kaoz da galz traoù da c’houde em buhez.

Ne oa ket tamm brezhoneg ebet er c’hloerdi kennebeut ?

Ah yeo ! Er c’hloerdi en doa ar brezhoneg un tamm plas memes tra. Ouzhpenn se e oa ul levraoueg a-bouez er c’hloerdi, hag ul lodenn a-bezh a oa gouestlet d’ar brezhoneg ha da istor Breizh. Setu em eus dizoloet istor Breizh d’ar poent-se. Hag en em c’houlennen atav : “Perak deskiñ hepken istor Frañs hep reiñ plas ebet da istor gwirion hor bro deomp-ni ?”. Lod deus ar seminaristed all a oa a-du gant ar pezh a soñjen. Ar pep brasañ ac’hanomp a ouie brezhoneg, hag ur seurt skol brezhoneg a oa evit ar re o doa c’hoant. Da gentañ evit ma c’hellfe ar veleien yaouank kemer perzh e sakramantoù lidet e brezhoneg. Graet em eus anaoudegezh gant ar Bleun Brug* d’ar poent-se, e 1954.

Petra ho poa graet goude ar c’hloerdi ?

Da gentañ on bet kure bihan e-pad ur bloaz e Sant-Vazhe e Kemper ha goude on bet e-pad meur a vloavezh kelenner hag evezhier war ar vugale ivez e Pontekroaz. Aze em eus bet tro da genlabourat gant Mikael Skouarneg dreist-holl evit sevel kanaouennoù evit ar vugale, e brezhoneg evel-just, peogwir e kemeremp perzh e kenstrivadegoù ar Bleun Brug. Ha da sevel kantikoù nevez evit ar vugale hag evit an dud all ivez. Savet e veze ar muzik gant Mikael Skouarneg. Al levr kantikoù a zo bet embannet ganeomp diwezhatoc’h, e 1975 marteze. Hag hon eus savet d’ar poent-se ur bladenn anvet “Hag e paro an heol ?“. Kendalc’het hon eus gant Mikael da sevel kantikoù diouzh an ezhommoù. Ha p’eo bet kroget, kalz diwezhatoc’h, e 1984, amañ, ar Minihi, hon eus lakaet er jeu war ar memes-tro lazioù-kanañ Penn-ar-Bed ha René Abjean.

Gantañ ho poa graet ivez an oberenn Ar Marc’h Dall, e 1979. Perak ho poa skrivet an destenn-se ?

Evel ma’m eus lavaret e penn kentañ, ne gomprenen ket e rankfemp taoler kuit ul lodenn deus ar pezh hon doa resevet. An dra-se a welen oc’h en em gavout evit pep tra : hon doare da vevañ, evit ar pezh a gonte evidon. Soñj mat am eus dalc’het eus an deiz ma’m eus gwelet taolet da foñs ur vengleuz tost a-walac’h deus va zi e Bodiliz ur pezh-arrebeuri kaer d’ar bleudoù. Evit ma vije lakaet en o flas traoù modern.

Ar Marc’h Dall a oa un doare da lakaat an dud d’en em soñjal war diskar ar yezh, ar sevenadur. Peseurt sell ho peus war an temoù-se, 50 vloaz war-lerc’h ?

Ar pezh am eus skrivet d’ar poent-se a c’hellfen skrivañ hiziv, hep cheñchamant ebet koulz lavaret. Ken gwir eo atav. Marteze omp deuet da gompren hon eus talvoudegezhioù a rank bezañ dalc’het ha dalc’het mat. Met an dra-se a gemer amzer evit ma teufe da vezañ sklaer e kalon an dud.

Perak eo ken diaes d’an dud santout an traoù-se ?

An dra-se vije evel respont d’ar goulenn “perak eo dall an dud ?”. Ha c’hoazh dre chañs n’eo ket aet pep tra da goll. Bez’ ez eus brezhonegerien hag o deus stourmet. Bez’ ez eus tud ha ne oant ket brezhonegerien hag o deus dizoloet o yezh ha dizoloet ar pinvidigezhioù a ya da heul.

Se a ro spi deoc’h ?

Ya eüruzamant. Ne oan ket o c’hortoz da skouer e vije adembannet ar Marc’h Dall. N’on ket bet evit netra en adembannadenn-se. Ha laouen-kenañ on bet an deiz ma’z eus bet lâret din e vefe adembannet ar Marc’h Dall “evit ma c’hallfe an dud dizoleiñ an dra-se, evit ma rofe dezho da soñjal”.

Penaos ho peus krouet ar Minihi ?

Bez’ hon oa en em lakaet, gant ur strollad tud yaouank deus ar Bleun Brug, da ober stajoù pe pennadoù vakañsoù asambles. E Menez Are e oamp o kempenn un ti kozh ha me a lavare an oferenn d’ar Sul evit ar re o doa c’hoant kemer perzh. Hag e oa en o zouez meur a hini a gomze brezhoneg. Hag unan anezho goude fin un oferenn dindan an deltenn en doa lavaret : “Met perak n’eus lec’h ebet ‘lec’h ma c’hellfemp-ni brezhonegerien en em gavout asambles d’ar Sul evit lidañ an oferenn e brezhoneg ?”. An dra-se zo chomet em fenn. Hag e 1984 eo bet divizet gant an eskopti reiñ din ar garg da sevel ul lec’h evel-se. Hag o vezañ ma oa klañv ar beleg amañ [e Trelevenez, ngas.], on deuet da lavaret an oferenn d’ar Sul… ha divizet hon eus dont d’al lec’h-mañ. Tost deus an hentoù bras e oa ivez. Evel-se eo bet savet ar Minihi amañ. Ne oa ket eus tout ar savadurioù, ar chapel nag ar salioù e penn-kentañ. Un nebeud tud a-youl vat a zeue da sikour. Bez’ e oa pemp pe c’hwec’h den a zo chomet da vevañ amañ evit sevel se, ha mont a raent da labourat ‘pad an devezh.

Petra vez graet gant ar Minihi ouzhpenn lidañ an oferenn e brezhoneg ?

Bez’ e oa ul lec’h ma teue tud d’en em vodañ, da skouer en oferenn d’ar Sadorn d’abardaez. Ouzhpenn-se bep trimiziad hon doa un devezh abadenn hiroc’h kenetrezomp evit divizout petra ober, petra ‘oa ezhomm kinnig, sevel. Savet hon eus ul levr “Pedenn an deiz”, evit ma c’hellfe forzh piv implij ar brezhoneg [er pedennoù, ngas] diouzh ar mintin ha diouzh an noz evit ar bloaz. Ret e oa kaout ostilhoù. An dra-se a oa an hini kentañ. An eil a oa kaout ul levr kantikoù. An trede tra a oa embann al levr oferenn e brezhoneg. Ar pezh a zo bet ur mell labour evel-just. Peogwir n’eo ket ar pennadoù ar memes re eus an eil bloaz d’egile. Tri bloaz a zo : A, B ha C. Pennadoù oferenn a oa bet troet dija met ret e oa klask anezho amañ pe ahont. Aze hon eus bodet pep tra ha lakaet ivez e-barzh [al levr oferenn, ngas] gouelioù sent Breizh. Ar pezh a ra ur mell levr ! Embannet eo bet gant Minihi Levenez e 1997.

Piv en deus sikouret ac’hanoc’h gant al labour-se ?

Evit kement-se omp bet sikouret kalz gant Saig Falc’hun deus presbital Dirinonn a oa en retred. Hag un deiz eo bet anat e oa ret kaout ul levr ispisial evit ar muzikoù. Kavet hon eus dre chañs un ograouerez a zo o chom er vro evit ober al labour-se. An tonioù a oa bet krouet dija. Emaomp o vont da embann ar bloaz a zeu un embannadur nevez deus kantikoù e brezhoneg. Ken tev eo ken ma rankomp lakaat anezhañ e daou levr. Kantikoù skrivet ganin pe gant tud all. Ouzhpenn-se e vo tu da selaou anezho evit ma c’hallfe an dud deskiñ anezho. Ur mell labour eo ! Bep bloaz e kendalc’homp da gaout un devezh kan, d’an 11 a viz Du, amañ er Minihi evit deskiñ kantikoù nevez.

Graet ho peus ivez pic’hirinajoù e brezhoneg…

Adalek ar bloaz kentañ koulz lavaret ya. Pelerinajoù war-zu ar broioù keltiek, dreist-holl Kerne-Veur, Kembre hag Iwerzhon. Hag er memes amzer e raemp amañ ur pelerinaj bep daou vloaz eus Enez Eusa betek Kastell-Paol. Hag hon eus anvet Tro Sant Paol. Div pe deir gwech hon eus graet pelerinaj an Tro Breizh penn-da-benn, ‘pad ur miz. Met ranket hon eus chom a-sav ; re a labour a c’houlenne. Hag an trede tra a zo bet graet ganeomp azalek ar penn kentañ pe dost a zo ur pelerinaj en Douar Santel. Da fin unan eus ar pelerinajoù-se, gant ar re yaouank a oa ganeomp, ez eus bet divizet sevel ul laz-kanañ, hag a zo padet eizh pe nav bloaz.

Skrivet ho peus evit Ya! e-pad 17 vloaz. Petra ho peus bet c’hoant da lavaret ?

Evit skrivañ un dra bennak evel-se bep sizhun e rankez teurel evezh deus ar pezh a c’hoarvez er vro hag er memes amzer eus “petra a labour war penn an dud ?”. Chomet on a-sav peogwir ne c’hellan ket skrivañ ken. Klasket em eus sikour an dud d’en em soñjal marteze. ‘M eus ket bet pal all ebet nemet reiñ da c’houzout, reiñ da glevet an doare ma oa ma hini da welet an traoù. Ha pep hini a gemere e soñj goude-se.

*Bleun Brug : Goude an Eil Brezel-bed (etre 1948 ha 1979) e voe Bleun Brug ur gevredigezh hag a aoze darvoudoù sevenadurel. Bodañ a reas kendalc’h ar Bleun Brug betek 60 000 a dud e Landivizio e 1955. Job an Irien a skrivas e kelaouenn al luskad, Kaieroù Bleun Brug.

Komzoù dastumet gant Metig Jakez-Vargas e miz Kerzu 2022

Ya!

Produioù liammet gant ar post-mañ

Ar Marc'h Dall - Levr-CD
Kan ar Bed
22,90 €
Er stok

Heuilhit ac'hanomp er rouedadoù sokial

DegemerKan ar BedBlogDivizoù gwerzhañ hollekMenegoù lezennelDarempredoù
© 2024 Bannoù-heol
Poulzet gant Gatsby (open-source) & Sanity.io