Ar Marc’h Dall
Tost da gant a ganerien hag a sonerien o deus kemeret perzh e-barzh ar raktres : laz-seniñ Sinfonek Bulgaria, taboulinoù sklent Bagad Kemper, Kor paotred L’Arcusgi eus Korsika, Gilles Servat, Véronique Autret, Dimitri Boekhoorn gant an
delenn, Erwann an Torc’h gant ar binioù hag ar pib-ilin...
Barzhoniezh ur marc’h dall ha na oar ket dre beseurt hent mont zo un digarez vat da anavezout gwelloc’h Breizh, hec’h identelezh, he sevenadur, he yezh ha da ijinañ dazont ar vro. Ur c’haier pedagogel a gaver e fin al levr evit ober anaoudegezh gant al laz-seniñ sinfonek, binvioù eus ar broioù keltiek ha teknikoù an enrollañ. An istorour Loeiz Elegoed
a gont deomp istor ar brezhoneg eus an 18vet kantved betek bremañ.
Ul levr sonerezh kaer, divyezhek brezhoneg-galleg, skeudennaouet gant Geoffrey Berniolle.
Yann Bertrand