Du ha gwenn ha plas da lenn...
Sur e plij d'ar vugale dre ar bed rak kavet e vez e nouspet bro. Amañ e kaver ouzhpenn ur gentel bet brudet gant meur a fablenn : alies en devez an unan ezhomm eus unan bihanoc'h egetañ. Kavout a ra ar C'honifl e zouarenn aloubet gant ur boud a lavar dezhañ ez eo "ar C'havrig Spontus", lemm he daougorn ha prest da bilat, drailhañ ha malañ anezhañ ma klask tostaat. Goulenn a ra ar C'honifl sikour digant e amezeien, an eil war-lerc'h egile betek gant an hini a seblant ar gwanañ... Evel e istorioù Asteriks ec'h echu an traoù gant ur banvez... Tresadennoù fentus, un destenn blijus hag aes da lenn, peadra da ziduiñ ur bern bugaligoù.
Ar c'havrig spontus gant Christine Kiffer ha Ronan Badel ; troet e brezhoneg gant Mark Kerrain ; embannet gant Sav-heol ; 18 pajenn ; 12 €