E Saloñs levrioù Pluguen e vimp d'ar 1añ a viz Kerzu !
Bannoù-heol
Ti-embann brezhonek abaoe 1999
Levrioù evit ar vugaleBannoù-tresetLevrioù klevetRomantoùSonerezhDVDC'hoarioùGeriadurioùLevrioù e gallegKeleier
Postet d'an 2020-09-01 - Kazetennoù

Pennad-kaoz gant...

Ar bloaz tremenet e oa bet lidet 20vet deiz-ha-bloaz ti-embann kevredigezhel Bannoù-heol, krouet gant Arno Elegoed. A-drugarez dezhañ e komz brezhoneg Boulig & Billig, Thorgal, Arzhig Du ha Titeuf.
Pennad-kaoz gant...
Perzh o deus kemeret : Arno Elegoed, Youenn Chapalan

#brezhoneg : Arno, penaos e oa deuet dit ar soñj sevel ti-embann Bannoù-heol e 1999 ?

Arno Elegoed : Tro am boa bet da gelenn sonerezh e Skolaj Diwan Kemper d’ar mare-se. Ur wech e oan bet betek al levraoueg hag em boa kavet ne oa ket kalz a levrioù evit ar re yaouank. D’ar poent-se eo em boa soñjet krouiñ Bannoù-heol evit klask embann levrioù all. Tamm-ha-tamm e vez graet e vragoù da Yann, neketa ?

#B : Ha cheñchet eo an doare embannadurioù gant Bannoù-heol e-kerzh an ugent vloaz tremen ?

A.E. : Er penn-kentañ hor boa embannet troidigezhioù bannoù-treset dreist-holl (Boulig ha Billig, Titeuf, Thorgal, Tom-Tom ha Nana...). Da c’houde omp krog da ginnig levrioù evit ar vugaligoù ivez (Arzhig Du, Leo ha Popi, skeudennaouegoù Furchal ha re all...).

#B : Ha magañ a ra da vicher kelenner skolaj da c’hoantoù ha da zibaboù embanner ?

A.E. : Gwir eo bet evit Titeuf, ya. Ur wech em boa goulennet ouzh ar grennarded petra a blije dezho lenn. Ar braz anezho o doa respontet Titeuf din. A-drugarez dezho, sur eo ha n’eo ket marteze, ez eus bet embannet meur a levrenn eus an dastumad-se e brezhoneg. A-hend-all on bet levezonet gant ma bugale ivez, dreist-holl !

#B : Un taol-kaer eo bet al levr-CD Kan ar Bed e 2018. Un embannadur all hag a denn d’ar sonerezh zo war ar stern, war a hañval... Kontañ hiroc’h a c’hellez ober ?

A.E. : E-pad pell amzer ne ’m eus ket kredet krouiñ levrioù penn-da-benn rak aon am boa ne vefent ket gwerzhet mat, ken strizh eo ar marc’had en hor yezh, siwazh... Daoust da se, e 2014, hor boa bet c’hoant da embann ur CD bihan evit ar re yaouank. Kresket en doa ar raktres tamm-ha-tamm hag a-benn ar fin e oa bet embannet al levr-CD Kan ar Bed e fin 2018. Kant daou-ugent den o doa kemeret perzh el labour ! Plijet en deus ar pezh hor boa graet d’an dud, ar pezh en deus roet c’hoant deomp da genderc’hel gant an hent-se. Emaomp o labourat bremañ war embannadur nevez Ar Marc’h Dall, un oberenn savet gant René Abjean ha Job an Irien e 1979. Adenrollet e vo o c’hanadenn penn-da-benn gant Laz-seniñ sinfonek Bulgaria, gant Korsiz ha gant tud eus ar vro ivez, evel-just ! Ul levr a vo da-heul ar CD ivez, evel evit Kan ar Bed. Dre ur c’henlabour gant Dizale hag ar Redadeg eo deuet da wir an avantur nevez-se. Da’m soñj n’eus ket a-walc’h eus seurt produadurioù. Brav eo ar sonerezh, don eo komzoù Job an Irien. Daoust ma oant bet skrivet 40 vloaz zo eo ken gwir o mennozhioù atav ha ken bresk amzer-da-zont hor sevenadur hag hor yezh. Gant Youenn Chapalain eus ti-produiñ Kaouenn e vo sevenet un teulfilm ivez diwar-benn hol labour nevez.

#brezhoneg

Produioù liammet gant ar post-mañ

Red ar vuhez
Titeuf
9,53 €
Er stok

Heuilhit ac'hanomp er rouedadoù sokial

DegemerKan ar BedBlogDivizoù gwerzhañ hollekMenegoù lezennelDarempredoù
© 2024 Bannoù-heol
Poulzet gant Gatsby (open-source) & Sanity.io