Da lenn
Ar balum hag ar pesk bihan
Skeudennaouet int gant Eric Battut, dezhañ un doare a seblant bezañ gros, a daolioù barr-livañ bras, evel evit e levrioù all. Amañ zo muioc'h a skrid, memestra, ha zoken gerioù un tamm diaesoc'h, angell, disac'hañ...
Istor ur vignoniezh eo, etre Askelleg ar balum tev-mat ha Pesk Bihan... C'hoari a reont asambles, dispartiañ hag en em sikour... Er fin e c'hoari Askelleg gant ur strollad pesked bihan kentoc'h eget c'hoari gant unan hepken.
Daou vignon da viken
Berr eo ar pennadoù, skrivet e druz. Klasel eo ar gentel, ur maligorn hag un olifant, enebourien er penn kentañ, o tont da vezañ mignoned er fin.
Un eil lennadenn a zo posupl, pa vez sellet ouzh al loened o tostaat ouzh ur wezenn, en nec'h. Skeudennaouet int gant Eric Battut, dezhañ un doare a seblant bezañ gros, a daolioù barr-livañ bras. Troet eo al levr a ziwar embannadurioù Bayard ha moullet e Bro-Sina. Setu perak e c'heller kinnig levrioù a galite - golo kartoñs, begoù rontaet, paper cheuc'h... - evit ur priz dereat-tre.