Postet d'an 2015-12-18 - Kazetennoù
Evit ar vugale
Anavezet mat eo Arzhig Du, muioc'h eget Kittie, e vignonez. E gwir ne vez ket kaoz outi el levr met dav oa kaout div dudenn war ar golo dre m'eo hemañ ul levr divyezhek, saozneg ha brezhoneg.
Deus seurt levr a zo bet dija : golo soupl, 250 ger kinniget da gentañ mesket war taolennoù bras ha goude hini hag hini. Ur mennozh mat evit mont eus ar brezhoneg d'ar saozneg pe ar c'hontrol.
Un diforc'h bihan a zo, memestra. E brezhoneg e vez meneget ar ger-mell pa ne vez ket e saozneg.
Ya!