Skeudennaoueg Arzhig Du
Ingal e vez kinniget levrioù o renabliñ gerioù a implijer tro-dro d’ar vugale. Hag hemañ zo unan outo. Daoust dezhañ bezañ troet deus ar galleg, moullet e Bulgaria, gant skeudennoù o tegas da soñj eus Amerika an norzh e ranker lâret eo graet al levr mat-tre. Kavet e vez 16 tem a gomzer outo dindan 8 pajennad. Da gentañ zo bet roet an tem gant ur bajenn doubl. War ar 6 pajenn goude e vo kavet an objedoù bet diskouezet kent, etre unan ha pevar dre bajenn.
Heñvel-poch e vo an tresadennoù-se, alies-mat. Er memes mod eo karget ar garrigellad c’hoarielloù. Serret pe damserret e vo ar yenerez.
Hag ar gerioù, ganto liv titl an tem, skrivet gant lizherennoù stag, da zeskiñ d’an dud penaos e vez lâret petra.
Resisaet e vez gerioù zo evel «ar fourchetez», «ar sizailh», «ar boue» pe «ar grogenn».
Desket e vez ober gant ar «fiñvell» e plas ar «mobil».
Ul levr plijus da gemer etre an daouarn, golo soupl, bordoù ront, livioù flamm, haroz anavezet. Peadra a zo gantañ d’ober berzh.
140 p., adalek 9 miz, 12,50 €