A-nevez gant an arzhig
Pelloc’h eget lakaat ar vugale da lenn e lak tud Kemper ar re vrasañ da gemer perzh e chadenn al levr.
Bep bloaz e klask Pierre Mens, eus mediaoueg an Erge-Vras, nepell eus Kemper, lakaat ar 10 mediaoueg a zo e Kemper Kumuniezh ober un dra bennak war-zu ar brezhoneg. Goude bezañ bet pedet Pierre-Emmanuel Marais e 2012 e vo brudet labour Bannoù-heol.
Troioù-kaer nevez
E 1975 e kroge Daniele Bour da reiñ ur stumm d’an arzhig bihan du ken brudet. Istorioù e-leizh he deus savet, hag he bugale Martin ha Céline Bour war he lerc’h. 23 anezho a zo bet lakaet e brezhoneg a-drugarez da Arno Elegoed ha d’e di-embann, Bannoù-heol. 6 all a vo troet c’hoazh a-raok fin 2013 da heul al labour a vo kaset da benn e 6 skol eus ar c’hornad, klasoù Diwan Kemper, Div yezh Leston, skolaj ha lise Brizeux, skolaj Sant Yves ha skol uhel Kemper. Dont a raio an embanner da gomz ganto, da zisplegañ penaos e vo graet goude gant o zestennoù, penaos e vo graet levrioù ganto, a-raok fin ar bloavezh-skol 2013-2014. “Talvoudus eo diskouez d’ar vugale un tamm koshoc’h e ouzont trawalc’h evit fardañ danvez evit bugale yaouankoc’h. A-bouez bras eo zoken ma ouier n’eus nemet ur 15 frazenn bennak da dreiñ.” eme Bierre Mens.
Diskouezadeg
Evit ar wech kentañ zo bet lakaet mediaouegoù zo da brenañ levrioù e brezhoneg, dreist-holl ar re lec’hiet nepell eus ur skol divyezhek, Penharz, Pluguen hag an Erge Vras. Ouzhpenn-se o deus fardet un diskouezadeg gant 15 panell 30×40 o lakaat war wel troioù-kaer Arzhig Du kontet e galleg pe e brezhoneg. Bugale divyezhek Sant Raphaël a zo aet betek mediaoueg an Erge-Vras evit gweladenniñ anezhi dija a-raok ma ‘z afe, a-benn en ur vediaoueg all, goude an 18/10.