Pajenn ar vugale
Titeuf niv. 8 : Roit peoc'h da'm revr !
Goude an taol-kaer m'eo bet embann an Titeuf diwezhañ d'ar mare ma teue er-maez an hini gallek, e kendalc'h Bannoù-heol da glokaat tamm-ha-tamm avañturioù ar paotrig e brezhoneg. Setu an eizhvet levrenn : Roit peoc'h da'm revr ! Adkavout a reer gant plijadur poanioù-spered Titeuf : ar vestrez-skol, e notennoù, e c'hoar vihan, ar rev, ar merc'hed ha... Goulwena. Kemer a reer perzh en o c'hoarioù liesseurt gant e vignoned, fentus atav ma n'int ket bepred eus ar finañ... Un toullad istorioù heverk : "Challenger" a-zivout krizder ar vugale e-keñver o c'helennerien, "Chokolad evit ur bed gwelloc'h", stourmoù zo gwelet dre sell Titeuf, "Me a blij an arz din", an arz a-vremañ, "Sektenn ar re null" diwar-benn ar skiantologiezh ha "Boued spered" hag "An hini da-heul" a ro da brederiañ war emzalc'hioù pep hini ac'hanomp e-keñver e nesañ.
Gant Zep, lakaet e brezhoneg gant Gwenole Bihannig, embannet gant Bannoù-heol ha Glénat ; 9,40 €
Tom-Tom ha Nana
Piv n'en deus ket soñj eus kelaouennoù Bayard Presse hag istorioù Tom-Tom ha Nana ? Tremen a ra ar blijadur d'o lenn a rummad da rummad. Reiñ a ra Bannoù-heol tro d'ar vrezhonegerien yaouank da dañva an istorioù-se war eeun en o yezh. Ur prof dibar ! Daou levrig a zo, Biskoazh kement-all ! unan anezho. 9 istor a gaver ennañ. Tremen a ra an darn vrasañ e preti tud Tom-Tom ha Nana pe en trowardroioù. Nemet e-pad ar vakañsoù...
En em gavout a reer neuze en aod, troet da aod an amourousted... Un tamm foll eo bepred ar vuhez er preti. N'ehan ket ar breur hag ar c'hoar, sikouret gant o mignoned alies, d'ober troioù-kamm awenet peurliesañ gant o c'hoant da c'houzout (Ar wirionez war Tom-Tom ha Nana) ha da zizoleiñ ar bed a-vremañ hag a-wechall (Krakistor, Lâr deomp 'ta Ronan). Plijadur hag ur sell digor war hor bed...
Gant Evelyne Reberg, Bernadette Després, Catherine Viansson-Ponté, hervez Jacqueline Cohen, troet e brezhoneg gant Sten Charbonneau, embannet gant Bannoù-heol, 7 €
Herve Lannuzel