Bannoù-treset e brezhoneg
Setu deuet er-maez trede levrenn avañturioù Titeuf e brezhoneg. Dougen a ra an niverenn 9 hag anvet eo Lezenn ar bratell. A-drugarez da Wenole Bihannig ha da Vannoù-heol e c'hall ar vrezhonegerien, koulz ar re vihan hag ar re vras, tañva war-eeun plijadurioù ha poanioù-spered ar skoliad yaouank. Divinet ho peus e oa ar skol danvez pennañ al levr : an hent evit mont di, ar porzh, ar bratell, un tamm ar c'hlas hag ar gêr goude ar skol... ar vignoned bepred...Titeuf hag ar merc'hed : Ar madigoù diziak, Skarzh ar barzh, An daoulagad macho hag Ar janglenn jurasek met ivez Pauline am eus kavet dreist ha leun a deneridigezh. Lennit Chom sioul hag e paki logod hag ho po ur sell nevez diwar-benn psikologourien ar skolioù ha Sot on gant ar glav evit gouzout, a-benn ar fin, peseurt micher a oa gant Moizez...
Diaesamant a vez bremañ oc'h ijinañ ul levraoueg vrezhoneg hep Titeuf. Kenô !...
Herve Lannuzel
Titeuf, Lezenn ar bratell gant Zep, brezhoneg gant Gwenole Bihannig, embannet gant Bannoù-heol ha Glénat