Du ha gwenn ha plas da lenn...
Alinoe, eizhvet levrenn Thorgal, oberenn bannoù-treset brudet - gant gwir abeg - Grzegorz Rosinski ha Jean Van Hamme lakaet e brezhoneg gant Tudual Audic hag embannet gant Bannoù-heol. N'eo ket an hini aesañ eus albomoù Thorgal a ro deomp amañ Tudual Audic da dañva. Ur blaz ispisial zo gant an albom-mañ, un aergelc'h un tamm nec'hus a gaver ennañ... Ur blijadur ouzhpenn ouzh e lenn... Trede levrenn Thorgal kinniget en hor yezh eo war-lerc'h An tri den kozh a Vro-Aran hag Araknea. Hast hon eus gwelout reoù all ha klevout Kriss a Valnor o komz brezhoneg...
Daouzek istor Arzhig Du zo deut er-maez e miz Here 2006 ! Embannet int bet gant Bannoù-heol. Ne goust ar skouerenn nemet 2 €. Ne dalv ket ar boan kinnig d'hol lennerien Arzhig Du, haroz Popi, Pomme d'Api ha Clic d'Api. Daouzek istor, soñjit 'ta ! Eus Arzhig Du a blij an diskar-amzer da Arzhig Du o prenañ bara o tremen dre Arzhig Du a zo amourous hag Arzhig Du a ra sotonioù bras... Pouezus-kenañ eo evit ar vrezhonegerien vihan gellout lenn pe glevet an istorioù-se en o yezh. Kinniget brav eo al levrioù bihan. Ken brav hag ar re c'hallek. Un droidigezh a-feson o deus graet Arno ha Loeiz Elegoed gant skoazell Ofis ar Brezhoneg. Prenet ha profet e vo kalzik a levrioùigoù a-benn Nedeleg, sur ! Lennet ivez, ken sur all !
Herve Lannuzel