E Saloñs levrioù Pluguen e vimp d'ar 1añ a viz Kerzu !
Bannoù-heol
Ti-embann brezhonek abaoe 1999
Levrioù evit ar vugaleBannoù-tresetLevrioù klevetRomantoùSonerezhDVDC'hoarioùGeriadurioùLevrioù e gallegKeleier
Postet d'an 2006-08-25 - Kazetennoù

Filmoù ha c'hoarioù, e brezhoneg penn-da-benn

Bannoù-heol édite depuis 1999 des livres, surtout des bandes dessinées, en breton. La maison d'édition de Quimper diffuse désormais deux DVD de la société Dizale. Le premier est l'adaptation du téléfilm l'Affaire Seznec en langue bretonne, l'autre est un DVD-ROM pour enfants, 64, straed ar Zoo (64, rue du Zoo).
Filmoù ha c'hoarioù, e brezhoneg penn-da-benn

Tremenet e oa bet dija war ar chadenn skinwel TV Breizh. Ar wezh-mañ eo war un DVD eo bet embannet An afer Sezneg, ur film e div lodenn troet e brezhoneg. Treiñ hag advouezhiañ, sed aze labour Dizale, ur gevredigezh a gustum labourat gant an embregerezhioù kleweled evit lakaat e brezhoneg oberennoù en ur yezh orin all.

"War raktres An afer Sezneg e oa un daou-ugent bennak a dud o labourat. Padet en deus daou viz leun", eme Samuel Julien, rener produiñ Dizale. Labourat a reont en un doare micherel da vat. "Un droerez, un detektour, evit sellout war ar vandenn penaos e fiñv ar muzelloù, ur c'herskriver, a skriv ar gerioù da lavaret war ar vandenn hag a vo lennet gant ur 35 bennak a gomedianed." Hag e vezont enrollet gant ijinourien son ha renet gant ur rener arzel, evit ma'z afe labour pep hini war ar memes tu. N'eo ket souezhus neuze e fellfe da z/Dizale reiñ da welet o oberennoù d'ar muiañ posupl a dud.

"Klask a reomp krouiñ ur marc'had evit ar video e brezhoneg", eme Samuel Julien c'hoazh. Kavet o deus neuze an ti-embann Bannoù-heol, a embann abaoe 1994 levrioù evit at vugale ha bandennoù-treset dreist-holl. Div dresadenn vev o doa dija embannet e stumm un DVD gant tiez all hag ober berzh a reont war a seblant. Gant an DVD-Rom 64, straed ar Zoo e kendalc'hont war an hent-se, evit bugale ar c'hentañ derez ar wezh-mañ. C'hoarioù, tresadennoù-bev, pep tra advouezhiet e brezhoneg ivez. "Ur marc'had o tiwan eo. Evidomp eo un doare da vrudañ hor skiant-prenet ha da dizhout arvesterien all". A-benn nebeut eo Sean Connery en devo brezhoneg flour en e c'henou rak advouezhiet eo bet ar film Lancelot gant tud Dizale. Ha d'e heul avañturioù an enklasker-meur Colombo. Pe Kolombo e brezhoneg ?

Mathieu Herry

Le Courrier du Léon

Produioù liammet gant ar post-mañ

An afer Sezneg
Dizale
15,00 €
Er stok

Heuilhit ac'hanomp er rouedadoù sokial

DegemerKan ar BedBlogDivizoù gwerzhañ hollekMenegoù lezennelDarempredoù
© 2024 Bannoù-heol
Poulzet gant Gatsby (open-source) & Sanity.io