DVD-où brezhonek
Gant Dizale ha Bannoù-heol
E fin miz Mae he deus ar gevredigezh Dizale embannet war DVDoù ul lodennig eus an eurvezhioù a abadennoù tele bet eilmouezhiet e brezhoneg ganti. Peadra a vo evit ar vugale koulz hag ar re goshoc'h : diouzh un tu ur rummad tresadennoù bev, 64, Straed ar Zoo, ha diouzh an tu all, div lodenn an Afer Sezneg, a oa bet tu da welet war TV Breizh. Embannet gant Dizale, an DVDoù a vez skignet gant Bannoù-heol, embanner Boulig & Billig, Thorgal pe Titeuf en hor yezh da skouer.
Ar wezh kentañ eo d'ur film faltazi brezhonek bezañ embannet war DVD. Un telefilm teir eurvezh sevenet gant Yves Boisset e 1992 eo an Afer Sezneg, gant Christophe Malavoy (hemañ eilmouezhiet gant Yann-Herle Gourves) o c'hoari Guillaume Seznec. Un daou-ugent komedian bennak a zo bet galvet gant Dizale evit kas da-benn stumm brezhonek ar film, gourc'hemmennet gant TV Breizh ha skoazellet gant Kuzul-rannvro Breizh. Istitloù brezhonek a zo tu da zibab, ar pezh a c'hello sikour an deskarded kalz.
War pladenn 64, Straed ar Zoo e vo kavet 12 istorig gant Lizig hag e amezeien souezhus... loened ar Zoo ! Met ouzhpenn an tresadennoù bev ez eus bet aozet ur rann DVD-rom gant ar jenerik e doare karaoke, fichennoù o kinnig an harozed, c'hoarioù (gwir pe gaou, miltamm, seih diforc'h) hag a c'haller ober ganto war PC.