Postet d'an 2006-05-01 - Kazetennoù
Thorgal, ar Viking o tont eus ur bed all
Bannoù-heol sort deux albums du célèbre héros de Rosinski et Van Hamme. Voilà qui devra plaire à plus d'un adolescent breton !
Thorgal - an dudenn he deus bet berzh bras e ti Dargaud a gomz brezhoneg bremañ a-drugarez da ampartiz Tudual Audic. Ret eo ober meneg eus an troer, rak n'eo ket anat kavout ar gerioù, al lusk a zere e brezhoneg ouzh yezh ar bannoù-treset. N'hon eus ket c'hoazh kalz a skiant-prenet nag a "henvoaz" war an dachenn-se. Ul labour brav ha kempenn eo ; neuze e c'hellomp klaoustreañ e roio an daou albom-mañ plijadur ha dudi da veur a grennard hag a grennardez ivez...
Thorgal : An 3 den kozh a Vro-Aran, Araknea, Rosinski ha Van Hamme, Bannoù-heol, 140 straed Pont-'-n-Abad, Kemper, 48 pajenn, 9,80 € pep hini
G.C
ArMen